Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Mor Arabia

Eus Wikipedia
(Adkaset eusMor Oman)
Mor Arabia
mor
Rann eusMeurvor Indez Kemmañ
StadIndia Kemmañ
Daveennoù douaroniel16°0′0″N 64°0′0″E Kemmañ
Map
Mor Oman pe Mor Arabia
Mor Oman pe Mor Arabia

Mor Arabia (evel ma lavarer esaozneg pe enarabeg: بحر العرب,Bahr al-'Arab), peMor Oman (evel ma lavarer egalleg) a zo ul lodenn eusMeurvor Indez a zo etreledenez Arabia hagIndez.

En em astenn a ra Mor Arabia a-hed 2.400 km d’ar muiañ ha 4.652 metr eo e zonder brasañ, e-kichen ledenez Arabia. AnIndus eo ar stêr vrasañ en em daol er mor-se.

Er gwalarn emañpleg-mor Oman, un tamm astenn dezhañ, e ro digor war arPleg-mor Pers drestrizh-mor Ormuz.

En-dro da Vor Arabia e kaver ar stadoù-mañ :India,Iran,Oman,Pakistan,Yemen, anEmirelezhioù Arab Unanet (EAU),Somalia hag an iniziMaldivez.

E-touez ar porzhioù bras zo war an aodoù emañMumbai (Bombay),Surat,Kochi en India,Karachi e Pakistan,Aden e Yemen.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Mor_Arabia&oldid=2068112 »
Rummad:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp