Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Moldova

Eus Wikipedia
Republica Moldova

Republik Moldova
Banniel MoldovaSkoed-ardamez Moldova
BannielSkoed-ardamez
Ger-stur : Limba noastră-i o comoară
Kan broadel:Limba noastră
"Hor yezh"
Lec'hiadur Moldova
Lec'hiadur Moldova
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Chișinău
47°00′N 28°55′E
Yezh(où) ofisielRoumaneg
GouarnamantRepublik
 -PrezidantMaia Sandu (Майя Санду)
 - Ministr KentañAlexandru Munteanu (Александру Мунтяну)
Gorread
 - Hollad33,843 km² (39)
 - Dour (%)1.4
Poblañs
 - istimadur miz Genver 20252 381 325[1][2] ()
 - niveradeg 20242 409 207[3][2]
 - Stankter78,5/km²
PDK (PGP)2007 (istimadur)
 - Hollad$9,367 milion (141)
 -Keidenn$2,962 (135)
FDD  ()33.2 (kreiz) ([[Roll ar broioù hervez Feur an Diorroadur Denel|]])
MoneizLeu Moldova (MDL)
Gwerzhid-eur(UTC+2)
Kod kenrouedad.md
Kod pellgomz+373

Republik Moldova (roumaneg :Republica Moldova), peMoldavia, a zo ur vro eusEuropa ar Reter, lec'hiet etreRoumania er c'hornôg hagUkraina er reter. Un darn eusPriñselezh Moldavia e oa gwechall ha staget e voe ouzhImpalaeriezh Rusia e 1812 hag unvanet gant ar broioù arall roumanek o yezh e 1918. Staget e voe gantJozef Stalin ouzh anUnaniezh Soviedel e 1945 hag urrepublik soviedel e oa betek he dieubidigezh e 1991.

Un ezel eo eus arBroadoù Unanet,WMO,UNICEF,GUAM. Un demokratelezh parlamantel eo. E penn ar stad emañ ar prezidant hag e penn ar gouarnamant emañ ar ministr kentañ.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gantrouantelezh Dasia e oa dalc'het ar pezh a zo Moldova hiziv e-pad an henamzer. Aloubet e voe gant ar Romaned e-pad ren an impalaerTrajan ha staget ouzh animpalaeriezh e 106. Dilezet e voe e-padenkadenn an trede kantved avat, ha dalc'het gant arC'hoted daoust ma chomas al latin yezh ar vro.

E-pad ar grennamzer e furme tachenn Moldova reterPriñselezh Moldova. D'ur gwarz eus animpalaeriezh otoman ez eas e-pad arXVIvet kantved ha staget e voe ouzhRusia, asambles gantBudjak drefeur-skrid Bukarest e 1812. Gant ar Rused e veze graet anezhi "Guberniya eus Moldova ha Besarabia" ha diwezhatoc'hBesarabia. Kornôg ar briñselezh a chomas emren betek ma voe unvanet gantWalachia da vont d'oberRouantelezh Roumania.

GoudeDispac'h Rusia 1917 ec'h embannas Moldova bezañ dieub e 1918. En hevelep bloavez en em unvanas gant rouantelezh Roumania.Trañsnistria a chomas e-barzh anUnaniezh Soviedel, avat, ha d'arRepublik Emren Sokialour Soviedel Moldova (RESS Moldova) ez eas.

1940 e redias an Unaniezh Soviedel da skarzhañ kuit ar vro ha stagañ a reas anezhi diouzhtu. Hec'h adaloubas a reas Roumania asambles gant nerzhioù anAhel e 1941 met dalc'het adarre gant an Unaniezh Soviedel e 1944.

Diroumanekaat ar vro a voe klasket ober gant an Unaniezh Soviedel. Ar reter hag an hanternoz, ma oa minorelezhioù slavat ha turkat a voe staget ouzhUkraina; degaset e voe Rusianed hag Ukrainaned, er c'hêrioù dreist-holl er c'hêrioù tra ma veze kaset un niver bras a Roumanianed daSiberia haKazac'hstan. An efed a voe distrujidigezh ar begennoù roumaneg o yezh, hag erlerc'hiet e voent gant Slaved. Goude ma voe staget Besarabia ouzhTrañsnistria da vont d'ober arRepublik Soviedel Moldova e krogas an Unaniezh Soviedel da reiñ lusk d'un identelezh moldovat dizalc'h. Klask a reas disrannañ yezh Moldova diouzh hini Roumania dre reiñ urzh da skrivañ anezhi gantlizherenneg kirillek.

Asambles gant ar republikoù soviedel trobarzhell e krogas Moldova d'en em zieubiñ goude 1989. E miz Eost 1989 e tivizas distreiñ d'allizherenneg latin ha da lakaat armoldoveg da yezh-stad. E miz Eost 1991 ec'h embannas Moldova bezañ dieub Moldova hag e miz Kerzu ez eas da ezelez eusKenglad ar Stadoù Dizalc'h. Er memes bloaz e voe dilennetMircea Snegur prezidant hag anavezet e voe ar vro gant ar gumuniezh etrebroadel.

Reter ar vro,Trañsnistria, ma oa an darn vrasañ eus ar greanterezh, hag a zo ul lodenn vras eus a boblañs rusian, a embannas bezañ dizalc'h diouzh he zu e 1990. Aon he doa eus ar vroadelouriezh roumanian hag eus un adunvaniezh gantRoumania. Abeg ur brezel berr e voe. Nerzhioù rusian hag ukrainan a skoazellas Trañsnistria a zeuas a-benn da virout he frankiz, zoken ma n'eo anavezet gant stad ebet. Soudarded rusian a chom enni.

E miz Meurzh1994 e tivizas ar vro, gant ur referendom, chom dizalc'h diouzhRoumania hag e 2001 e c'hounezas ar strollad komunour an dilennadegoù. Ur prezidant komunour,Vladimir Voronin a voe anvet. O washaat e oa an darempredoù etreRusia ha Moldova a-zivout Trañsnistria avat. Addilennet e voe e 2005 goude m'en doa choazet tuiñ gant broioù ar c'hornôg.

Klask a reas Rusia levezoniñ dilennadegoù2005 dre hantererezhCIS-EMO, un aozadur na vez ket anavezet el live etrevroadel. Difennet e voe d'e izili mont e-barzh ar vro. Un nebeud anezho a zeuas a-benn da lakaat tabut enni, avat. Kaset kuit e voent, ar pezh a lakaas ar gouarnamant rusian da fuloriñ.

Politikerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kartenn Moldova

Ur gambr nemeti en-deus ar parlamant. E 101 izel a zilenner evit 4 bloavezh. Gant ar palamant e vez choazet ar prezidant. Hemañ eo penn ar stad. Envel a ra ar ministr kentañ a furm un gouarnamant respontek dirak ar parlamant.

Dilennadegoù 2005:

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dilennadegoù 2001

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dieubidigezh ar vro

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E miz c'hwevrer 1991 e lâras ar prezidantMircea Snegur en ur brezegenn o-doa Roumania ha Moldova un heñvelder boutin. Daveiñ a reas ouzh "Rouaniz war an daou du eus arProut" hag ouzh ar "Tirioù roumanat sakr dalc'het gant ar soviediz".

Da yezh-stad ar vro ez eas ar roumaneg e 1989 ha goude an dieubidigezh e implijas Moldova banniel Roumania. Da gan broadel Moldova ez easDeșteaptă-te române!, kan broadel Roumania. Darn vrasañ an dud a grede e vefe unvanet prestik an div vro.

Goude 1993, avat, e teraouas Moldova da bellaat eus Roumania. Ar vonnreizh votet e 1994 a implij ar ger "yezh volodovek" e-lec'h "Roumaneg" hag ur c'han broadel nevez,Limba noastră, a voe choazet. Arnodiñ a reas ar prezidant Mircea Snegur da adenvel ar yezh-stad "Rouamanieg" met nac'hañ a reas ar parlamantpeogwir e luskfe an dra-se an "emledegezh roumanat".

Bez ez eus un emsav evit an adunvaniezh en div vro.

Darempredoù gant an Unvaniezh Europat

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Disklaeriet en-deus gouarnamant Moldova e c'hoantae mont e-barzh anUnvaniezh Europat met nebeut araokadennoù e oa bet gant ar c'hevreutaerezhioù.

Ur feurskrid a geveleriezh hag a genlabour he-deus sinet ar vro gant an Unvaniezh Europat e 1998 evit dek bloavezh. Ur frammadur evit an darempredoù daouduel a aoz ha savellañ a ra palioù boutin. Ledanet e voe ar feurskrid da izili nevez an unvaniezh e 2004.

E 2005 e voe savet ur rakres-labour etre an Unvaniezh Europat ha Moldava hag en-deus kreñvaet al liammoù etrezo. Ul leveer eus ar programTACIS eo Moldova ivez.

Melestradurezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Bannoù Moldova

Rannet eo Moldova e 32 bann (raion, l. raioane), teir c'hêr (Chișinău,Bălți haTighina), ha div rannvro emren (Găgăuzia haTrañsnistria hag a zo dizalc'hde facto, zoken ma n'eo anavezet gant riez ebet).

Ar bannoù a zo :

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Dniestr

An darn vrasañ eus ar vro a zo lec'hiet etre ar stêrioùNistru haProut. Ar stêr ziwezhañ-se a verk an harzhioù gant Roumania. EnDanav en em daol. Er biz eo anDniestr ar riñver bennañ. A-dreuz ar vro e red eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz.

Ensanket eo ar vro zoken ma'z eo tost tre ouzh arMor Du. Tra ma'z eo torgennek hanternoz ar vro, hec'h uhelder ne zibas ket 430 metr. Al lec'h uhelañ a zoDealul Bălănești.

Un hinad gevandirel c'houdomm he-deus Moldova gant hañvioù tomm met goañvioù klouar.

Ar c'hêrioù pennañ a zo ar gêrbenn Chișinău, e kreiz ar vro, Tiraspol (e Trañsnistria), Bălți ha Bender.

Kêrioù brasañ

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
#KêrPoblañs (2005)Kontelezh
1.Chișinău716,700-
2.Tiraspol164,900 (2001)-
3.Tighina144,400 (2004)-
4.Bălți127,600-
5.Cahul119,200.Raionul Cahul
6.Soroca28,400Raionul Soroca
7.Orhei25,700Raionul Orhei

Armerzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Moneiz moldovat

Un hinad vat ha douareier strujus he-deus Moldova met peadra maengleuziek ebet a zo ganti. War al labour-douar eo diazezet hec'h armerzh. Ar produioù pennañ a zo argwin hag ar butun.

Ret eo da Voldova emporzhiañ tout hec'henergiezh (eoul-maen,gaz naturel haglaou) eusRusia ar pezh a voe abeg kudennoù bras e-pad diskar anUnaniezh Soviedel e 1991.

Goude an dieubidigezh e frankizekaas ar gouarnamant an armerzh. Ur moneiz troüs e krouas, frankizekaat a reas ar prizioù, paouez a reas da skoazell an embregerezhioù-stad, prevezekaat a reas an douareier ha tennañ a ra kuit ar c'hlouedennoù-douan. N'en-deus ket kendalc'het ar gouarnamant komunou a vremañ en hent-se, avat.

Adkregiñ a rea da greskiñ an armerzh e 2001, dek bloazh goude an dieubidigezh. Bresk eo armerzh ar vro, avat, hag ar c'hresk a zo kinniget gant prizioù uhel an energiezh ha dioer al lakaerien-arc'hant eus broioù ar c'hornôg. E-sped arnodenn ar vro da stabilaat hec'h armerzh e chom izel tre leve ar buhez, zoken e-keñver broioù ar reter arall. N'en-deus ket tizhet PNB ar vro hanter eus ar pezh e oa e 1990. Ar PNB dre benn a zo US $2100. 40% ar boblañs a oa dindan ar treuzioù-paourentez e 2004 hagHDI ar vro a oa (0.681) e 2004, ar pezh a lakae anezhi d'a 113de plas war 177.

Demografiezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Pobloù Moldova e 1989

Tabut ez eus a-zivout kenaozadur gouennel poblañs Moldova rak n'eo ket sklaer hag eo ar voldoviz ur bobl wir pe un darn eus ar vroad roumanat. Evel un bobl zistag e kont ar gouarnamant anezho hiziv met an dra-se a c'hell kemm.

Hervez kontadeg 2004 eo kenaozet poblañs Moldova eus:

Hervez Moldova Azi, burev-nevezioù Moldova e kavas ur strollad a brizachourien etrevroadel e oa bet graet en un doare mat ar gontadeg. Un nebeut kudennoù a oa, avat :

  • Enderc'hel a ra ar gontadeg un nebeeut moldaviz edo o chom er-maez ar vro.
  • Ar respontoù a-zivout ar geneliezh azo disur. War a seblant, an enklaskourien o-deus broudet tud'zo da zisklaeriañ e voent "moldovat" kentoc'h eget "roumanat" ha n'eo ket sur e kav tud ar vro ez un diforc'h gwir etre an div dermenn.

Ouzhpenn-se n'int ket sur an niveroù evitTrañsnistria rak ar gontadeg a voe graet aze gant an gouarnamant disranner.

Kreñv eo an divroañ. E 2007 e oa istimet e oa 3 383 332 a annezidi, e 2024 ne chomfe nemet 2 409 207 anezho hervez an niveradeg graet gant ar melestradurezh foran.

Relijion

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Iliz Moldova

Poblañs Moldavia a zo kenaozet eus

  • Kristenien ortodoks ar reter : 98%
  • Yuzevien : 1.5%
  • Relijionoù arall : 0.5%

Yezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Armoldoveg a zo ar yezh-stad. Ur stumm eusdako-roumaneg eo ha n'eo ket disheñvel tre diouzh arroumaneg. N'eo ket arProut un harz yezhoniel hag an diforc'h nematañ etre yezh lennegel Roumania hag hini Moldova a zo an doare skrivañ rak ar voldivz n'o-deus ket degemeret anadreizhadur reizhskrivadurel 1993; Bez ez eus diforc'hioù lec'hel, avat, ha disheñvel eo yezhChișinău peTrañsnistria ouzh hiniIași, ur gêr roumanat hag a oa un darn eusPriñselezh Moldova.Dre vras eo disheñvelder diouzh ar roumaneg "reizh" hervez men ar boblañ slavek he yezh er c'horn-bro.

Tabut ez eus a-zivout statud ar moldoveg reizh. Dar vrasañ ar yezhourien a gred eo heñvel ouzh ar roumaneg met n'eo ket a-du gant an dra-se ur yezhonour moldovat. Un tamm disheñveloc'h eo ar yezh komzet abalamour da levezon ar rusianeg hag a ziouere eRoumania. Statud ar moldoveg a zo un abeg eus un tabut politikel bras e Moldova hag en-he-maez.

E 1989 e voe votet ur yezh diwar-benn ar yezh a zo ar molodveg heñvel ouzh ar roumaneg hervezi. Serzh eo c'hoazh. Un nebeut eus annezidi Moldova a gomz rusianeg ha muioc'h amprestoù slavek ez eus e yezh Moldova eget er roumaneg reizh. Oa navezout a ra ar voldoviz mat ha galloud a reont dibab ha fell dezho o implij pe get.

Hervez ar vonreizh eo ar moldoveg ar yezh-stad. Ofisiel eo, asambles gantrusianeg er stad nann-anavezetTrañsnistria ma vez skrivet gant alLizherenneg kirillek.

Sevenadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Mihai Eminescu, barzh broadelRoumania ha Moldova

En harzioù etre ar bedoù latin ha slavat emañ Moldova ha tra m'he-deus miret he yezh romanek e voe kalz levezonet gant sevenadur slavat. An daou zen pouezusañ eus hec'h istor sevenadurel a zoDimitrie Cantemir haMihai Eminescu.

Dimitrie Cantemir

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dimitrie Cantemir a oa ur priñs moldovat. Skrivañ a reas livadur douaroniel hag armerzhel kentañ ar vro : anDescriptio Moldaviae, embannet eBerlin e1714.

Mihai Eminescu

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Mihai Eminescu a oa ur barzh romantel, hag unan eus ar varzhed roumanek vrudetañ.

Tud dibar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Daveoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Niverenn a annezidi, Melestradurezh Broadel Statistikoù Republik Moldova (BNS), 7 a viz Gouere 2025
  2. 2,0 ha2,1N'eo ketTreuznistria kemeret e kont.
  3. "Recensământul Populației și Locuințelor 2024: Caracteristici Geografice." (teuliad excel)statistica.gov.md. Melestradurezh Broadel Sar Statistikoù Republik Moldova. 15 a viz Gouere 2025.
g  ka  ke
Stadoù ha tiriadoù ispisialEuropa
Unaniezh Europa(27 stad, holl ezel ivez eus Kuzul Europa)
Alamagn ·Aostria ·Belgia ·Bulgaria ·Danmark ·Estonia ·Finland ·Frañs ·Gres ·Hungaria ·Italia ·Iwerzhon · anIzelvroioù ·Kiprenez ·Kroatia ·Latvia ·Lituania ·Luksembourg ·Malta ·Polonia ·Portugal ·Roumania ·Slovakia ·Slovenia ·Spagn ·Sveden ·Republik Tchek
Banniel Unaniezh Europa
Banniel Unaniezh Europa
Kuzul Europa(47 stad)
Albania ·Andorra ·Armenia ·Azerbaidjan ·Bosnia-ha-Herzegovina ·Island ·Jorjia ·Liechtenstein ·Moldova ·Monako ·Montenegro ·Norvegia ·Makedonia an Norzh ·Rouantelezh-Unanet ·Rusia ·San Marino ·Serbia ·Suis ·Turkia ·Ukraina
Banniel Kuzul Europa
Banniel Kuzul Europa
Stadoùeuropat, er-maez eus Kuzul EuropaBelarus ·Vatikan
Stadeuropat ha n'eo ket anavezet gant an hollKosovo
Rannvroioùeuropat gant ur statud ispisialAkrotiri ha Dekhelia ·Åland ·Inizi Faero ·Gwernenez ·Jan Mayen ·Jerzenez ·Jibraltar ·Manav ·Svalbard
Stadoùeuropat, ha n'int ket anavezetAbc'hazia ·Artsac'h ·Osetia ar Su ·Sealand ·Treuznistria ·Republik Turk Kiprenez an Norzh
g  ka  ke
Kenglad ar Stadoù Dizalc'h (KSD)
Banniel KSD
Banniel KSD
Banniel KSD
Banniel KSD

ArmeniaAzerbaidjanBelarusKazac'hstanKirgizstanMoldovaOuzbekistanRusiaTadjikistan

Stad kevreet:Turkmenistan


g  ka  ke
Izili hag arsellerien arFrankofoniezh
Izili
Flag of La Francophonie
Flag of La Francophonie
Albania · Andorra · Armenia · Belgia (Kumuniezh c'hall Belgia) · Benin · Bulgaria · Burkina Faso · Burundi · Kambodja · Kameroun · Kanada (New Brunswick •Kebek) · Kab Glas · Republik Kreizafrikan · Tchad · Kiprenez1 · Komorez · Republik Demokratel Kongo · Republik Kongo · Aod-an-Olifant · Djibouti · Dominica · Egipt · Makedonia an Norzh · Bro-C'hall · Gabon · Ghana1 · Gres · Ginea · Ginea-Bissau · Ginea ar C'heheder · Haiti · Laos · Luksembourg · Liban · Madagaskar · Mali · Maouritania · Moris · Moldova · Monako · Maroko · Niger · Qatar · Roumania · Rwanda · Sz Lusia · São Tomé ha Príncipe · Senegal · Sechelez · Suis · Togo · Tunizia · Vanuatu · Viêt Nam
ArsellerienAostria · Bosnia-ha-Herzegovina · Emirelezhioù Arab Unanet · Estonia · Hungaria · Jorjia · Kroatia · Latvia · Lituania · Montenegro · Mozambik · Polonia · Republik Dominikan · Republik Tchek · Serbia · Slovakia · Slovenia · Thailand · Ukraina
1 Izili kevredet.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Moldova&oldid=2168686 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp