Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Mindoro

Eus Wikipedia
Pelec'h emañ Mindoro e Filipinez
Aod traezh e norzh Mindoro

Mindoro zo unan eusiniziFilipinez, en enezegVisayas. Emañ er mervent da enezLuzon hag er biz da enezPalawan. Er su dezhi emañMor Sulu. Ar seizhvet enezenn vrasañ eo e Filipinez, gant ur gorread a 10 572 km². Poblet eo gant 1 238 573 a annezidi (e 2010).

Rannet eo e div broviñs, e-keñver melestradurezh :Kornôg Mindoro haReter Mindoro.Calapan eo ar gêr vrasañ.

Ouzhpenn allabour-douar a ro labour da galz a dud, ar mengleuziañ zo pouezus en enezenn, gant mengleuzioùkouevr hamarbr.

Meur a yezh a vez komzet e Mindoro, en o zouez antagalog, yezh ar muiañ-niver.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Mindoro&oldid=1922432 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp