Urvilin (liester : milinoù ;kerneveg :meilh-où;gwenedeg :melin) zo peurvuiañ ur savadurioù ennañ ur wikefre evit malañ greunedeier da oberbleud. Talvezout a ra ivez ar germilin evit ur mekanik heloc'h evit malañ, arvilin-gafe da skouer. Abalamour m'eo bet pouezus-kenañ produiñ bleud evit oberbara hag a bep seurtkrampouezh, kouignoù, gwastelloù, tartezennoù hag all abaoe m'eo bet ijinetgounezerezh an edeier da vare anNeolitik e c'heller lavaret eo bet ar milinoù ar savadurioù arbennik niverusañ ha ledetañ er bed a-bezh nemet e broioù ma vez arriz ar boued pennañ, enAzia ar gevred pergen.
Dre vras e vez savet milinoù bihan pe vras evit doñvaat unenergiezh naturel a-benn aesaat produadur traoù a bep seurt dre ar malañ pe ar skeiñ pe dre lakaat urmekanik da vont en-dro.
EnEuropa anHenamzer e veze roet ul lusk d'ar wikefre bennañ, daou vaen-milin, unan difiñv hag unan o treiñ gant nerzh an dud (milin-vrec'h) pe hini an anevaled (kezeg,azened peejened).
E deroù ar milved kentañ e voed krog da implijout nerzh andour o tiruilhañ war urrod ledan pe nerzh anavel o c'hwezhañ wareskell. ErGrennamzer e voe savetvilinoù-dour havilinoù-avel ken e veze gwelet e maezioù Europa a-bezh milinoù-dour war hogos pepstêr ha milinoù-avel war meur a lein. Testoù eus diorroadur arboblañs hag he ezhommoù e-keñver an ed d'ober bara eo bet kement-se, ha kalz anezho, difiñv o gwifefre peurvuiañ, a vez gwelet hiziv c'hoazh. ErXVIIvet kantved e voe klasket lakaat ar milinoù da broduiñ traoù all estreget ar bleud pe da gas dour uheloc'h, da lavaret eo ur mekanikriboul. Da gentañ e voe implijet nerzh ar milinoù-dour evit meskañ mat pilhoù ha dour evit produiñ toazpaper. Tamm-ha-tamm e voe implijet nerzh an dour evit al labouradegoù kentañ ergwiadoù, ervetalouriezh, ergilvizerezh hag ermengleuzioù evel an hiniarc'hant haplom ePoullaouen.
Pa voe ijinet arkeflusker dre enleskiñ e voe staliet enno meur a vilin-dour ha lakaet a-gostez ar wikefre dre zour. Da broduiñtredan peurvuiañ e vez implijet milinoù hiziv.