Arreizhiad korvoiñ kenwerzhelaet gant ar c'hevredadMicrosoft diazezet eSeattle (SUA) eoWindows.
"Traf-O-Data" e oa anv kentañ ar c'hevredad e 1972 a-raok bezañ bet adanvet "Micro-Soft" e 1975 ha "Microsoft" d'ar 26 a viz du 1976.
E-penn kentañ en doa deraouet Microsoft da zanzen ar reizhiadMS-DOS ; kenwerzhelaet e oa bet hendelv kentañ (1.0) MS-DOS e miz eost 1981, ur reizhiad korvoiñ 16bit a linennadarc'had.
Handelv kentañ ar reizhiad korvoiñ Windows (Microsoft Windows 1.0) a oa bet lakaet er-maez e miz du 1985. Urc'hetal arveriad kevregañ e oa anezhañ awenet gant ketal an urzhiataerioùApple a veze kavet er c'houlz-se. N'en doa ket graet berzh Microsoft gant Windows 1.0 e-touez arveriaded ar stlenneg evel Microsoft 2.0 kenwerzhelaet d'an 9 a viz kerzu 1987.
D'an 22 a viz mae 1990 en doa graet berzh an dro-mañ Microsoft gant Windows 3.0 ha war-lerc'hWindows 3.1 e 1992. Deut e oa er-maez da c'houde Microsoft Windows for WorkGroup anvet ivezWindows 3.11 a oa bet ergrafet d'arc'hwelañ warrouedadoù stlennegel o kevanaat (kenstagañ) ennañ arc'hwelioù spesadel. Hogen ne oa evit gwir Windows 3.1 ur reizhiad korvoiñ pa oa kentoc'h urc'hetal arveriad oc'h arc'hwelañ a-us da MS-DOS.
D'ar 24 a viz eost 1995 e oa bet roet lañs d'ar reizhiad korvoiñWindows 95 gant Microsoft. Gant ar reizhiad-mañ e oa bet merket gant Microsoft ar youl da genstagañ arc'hwelioù MS-DOS e-barzh Windows. Hogen e veze skoret kalz c'hoazh an handelv-se war MS-DOS 16 bit hag e chom ennañ bevennadur arreizhiad restroù FAT 16. Daskemmadoù e oa bet diwezhatoc'h gant Windows 95 anvet Windows 95A OSR1, Windows 95B OSR2, Windows 95B OSR2.1 ha Windows 95C OSR2.5.
D'ar 25 a viz mezheven 1998 e oa bet roet lañs d'an handelv da heul :Windows 98. Kevanaet e oa bet arc'hwelioù ouzhpenn eus MS-DOS hogen e skor bepred ar reizhiad-se warnañ. Deut e oa ur gudenn c'hrevus a-walc'h gant ar reizhiad Windows 98 a oa e veze ardeet fall armemor gantañ (dasparzhañ ar memor etre anargerzhioù) pezh a c'helle mont betek ober teukadoù gantañ. D'ar 17 a viz c'hwevrer 2000 e oa bet lakaet er-maez Windows SE (Second Edition).
D'ar 14 a viz gwengolo 2000 e oa bet lakaet er-maezWindows Me (Windows Millenium edition). Skorañ a ra ent-lark ar reizhiad nevez-se war Windows 98 (ha war MS-DOS neuze war an dro) hogen e veze kaset gantañ arc'hwelioùliesvedia ha rouedad ouzhpenn. Gant ar reizhiad-se ivez e oa bet kenstaget ur wikefre reneveziñ ar reizhiad a gevaraeze da zistreiñ d'ur stad diaraok bete-gouzout e vije un teukad bennak gantañ.
En hevelep mare e oa bet danzeet gant Microsoft adalek 1992 ur reizhiad korvoiñ 32 bit penn-da-benn (hep skorañ war MS-DOS neuze) a oa da vezañ kenwerzhelaet er metoù micherel d'ar c'houlz ma oa an embregerezhioù oc'h arverañ dafariaded "mainframe".Windows NT (Windows New Technology) 'ni e oa.N'eo ket Windows NT un daskemmadur eus Windows 98 hogen eo ur reizhiad disheñvel.
D'ar 24 a viz mae 1993 eo e oa bet roet lañs da handelv kentañ Windows NT.Windows NT 3.1 e oa. Da heuilh e oa bet Windows NT 3.5 o tont er-maez e miz gwengolo 1994 ha Windows NT 3.51 e miz mezheven 1995. Hogen, gantWindows NT 4.0 eo e oa bet graet berzh gant Win NT (24 a viz eost 1996).
E miz gouere 1998 e oa bet kenwerzhelaet Windows NT 4.0 TSE (Terminal Server Emulation) ar reizhiad korvoiñ Windows kentañ e oa gallus kennaskañ ouzh un dafariadtermenelloù dre-benn dezhañ eleze arverañ arvalien skañv da haeziñ d'unestez digoret war an dafariad.
D'ar 17 a viz c'hwevrer 2000, handelv da heuilh Windows NT 4.0 a oa bet anvetWindows 2000 e-lec'h Windows NT 5.0 da ziskouez kengreizennadur ar reizhiadoù NT gant ar reizhiadoù 9.x. Ur reizhiad 32 bit eo Windows 2000 o kaout ennañ dezverkoù ar reizhiad NT gant ouzhpenn un ardeiñ d'an argerzhioù hag a zo bet arwellet hag ur c'hemer e karg a-bezh d'antrobarzhelloùUSB haFireWire.
D'ar 25 a viz here 2001 e oa deut er-maez kengreizennadur ar reizhiadoù diaraok :Windows XP. Un tammig diwezhatoc'h e oa deut er-maez handelv SP2 (Service Pack 2) Windows XP.
D'ar 24 a viz 2003 e oa bet roet lañs d'ur reizhiad dafariad nevez,Windows 2003 Server.
E deroù 2007 eo bet lakaet da vont er-maez reizhiad nevez Microsoft :Vista.