Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Michiel de Swaen

Eus Wikipedia
Michiel de Swaen

Michiel de Swaen (ganet eDukark d'an20 a viz Genver1654 – marv e Dukark d'an3 a viz Mae1707) a oa ur surjian hag ur barzh eusFlandrez Frañs.

Unan eus barzhed brudetañ Flandrez e oa erXVIIvet kantved, ha bevañ a rae d'ur mare ma voe staget ar c'horn-bro-se ouzhBro-C'hall. Pell a-raok na vefe bet unvanet annederlandeg skrivet, e klaske skrivañ en ur yezh unvan a vije komprenus d'an holl dre anIzelvroioù. Merket eo e varzhonegoù gant ar relijion ha diskouez a reont splann levezon skrivagnerien all evelJacob Cats haJoost van den Vondel. A-gevret gantEdmond de Coussemaker ez eo unan eus an dud o deus lezet ur roud don war ar sevenadur nederlandek e Flandrez Frañs.

Anvet ez eus ur gevredigezh sevenadurel diwar e anv hiziv an deiz e Flandrez Frañs : arC'helc'h Michiel de Swaen[1].

Oberennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E-touez e skridoù niverus e c'haller menegiñ un droidigezh eusLe Cid gantPierre Corneille, moulet eDukark e 1694.

An darn vrasañ eus e oberennoù a voe moulet eGent peBrugge; kalz anezho a voe miret en abatiSant Winoc eBergen, a voe devet da vare an Dispac'h, ha ne chom nemet nebeudig anezho.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Michiel De Swaenkring/Cercle Michel De Swaen(fr)(nl)
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Michiel_de_Swaen&oldid=1942413 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp