Krogit e-barzh ! Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ.
Mezegiezh
tachenn studi,diskiblezh akademek,tachenn obererezh,penndanvez studi
Arvezegiezh, pe "medisinerezh" diwar argalleg, a zo urskiant, unarz hag unteknik- hag eo bet gwelet evel un arz ivez hag a zo e bal studiañkorf an den hag e vont-endro evit ma vo miret pe adroet ar yec'hed d'ar glañvourien. Ur ger all a vez implijet gant lod : arvezegiezh (eusmezeg, ur ger a gaver ekrennvrezhoneg) hag e teu eus allatinmedicus moarvat.
Eus urvicher "lennegel" a c'helle bout lavaret deusouti betek ar bloazioù 2000, pe ivez unan e-touez ar micherioù "dre gomz", e teu-hi da vout ur c'halvezerezh da lavaret eo ur sammad anaoudegezhioù (diwar-benn ar c'horf, arc'hleñvejoù, allouzeier modern, hag an doareoù arnevez ivez da blediñ ganto, diwar bouez implijout ardivinkoù nevesoc'h-nevesañ). Estreget komz zo d'ober. Ur skiant pleustrek-tre e teu ar medisinerezh da vout, diazezet war draoù fetis, war anaoudegezhioù amprouet, hag e c'houll teknikoù nevez bemdez, ken evit elfennoù korf an den, ken evit aesañ d'ar re glañv, ken evit merat ar roadennoù a ya d'ober dosier pep hini. Tremenet eo amzer ar medisinerezh lennegel a vefe lavaret, panevet en deus d'ober gant tud; n'eus ket anezho nemet korf, hogen ivez elfennoùspered habred, abeg a-walc'h da virout tachenn d'an 'arz'.
Rak-se ivez, ar vezeien hag a lared e oa dleet dezho sammañkiriegezh, n'eo ket war ar palioù, met war an doareoù d'o zizhout, a bleg o c'hein bremañ rak pouez ar c'hemennoù hag a c'houl diganto e vent kiriek war ar palioù: ar c'hlañvour en deus droad da c'hoanagiñ ur serten derez disorc'h da barat ouzh an droug-mañ-droug- e-skoaz ergentaoù ev edo gouzañvat argevredigezh en he fezh a-fed disorc'hoù. Ouzhpenn youl vat hag emroüsted a vez gortozet, ha gourc'hemennet e vez ouzh atebeien ar medisinerezh, pe e vent ministred pe medisined, kaout krog war elfennoù diazezet ent-skiantel; ha respont d'ar goulennoù e kenkas ey aje a-dreuz doareoù plediñ gant sistem ar yec'hed, pe e savje kudenn gant emdroadur un doare oberata pe louzaouiñ, pe kelaouiñ. Evel e kement tachenn zo, ez eus birvidigezh er medisinerezh.