Meurzh e oa doue ar brezel e relijion arRomaned. Dont a rae eusQuirinus (peKirinus) doue ar brezel gant arSabined hag anOsked.
Tostaet e vez ouzhAres, doueHellaz kozh, met disheñvel eo o orin hag o doare.
Savet e voe un templ dezhañ gantEost (Oktavius) ha lesanvet e voe gantaénUltor (an Dialer).
Da gentañ ne oa ket doue an Distruj, met diwall a rae ar Struj. Ur gouel a oa dezhañ er miz a zoug e anv, pa darzh ar broñsoù ha pa zispake ar bleunioù kentañ.En hon amzer ez eus bet tud o klask bodañ ar perzhioù-se en ur meizad komprenus, arbrezelekaat hag arstrujusaat. Kavet o deus e tegouezhe ar gouel pa baoueze an Natur hag an Armeoù da c'hoañviñ, ha pa adkroge an emgannoù.
Da neuze e vije arouez an nerzh o sevel en douar, er gwez, er parkeier hag er c'halonoù.