Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Meud

Eus Wikipedia
Ar biz-meud
Ar meud gant ar c'hizeller gallCésar Baldaccini, e 1963

Armeud, pebiz-meud, lesanvetmorzhol allaou, eo arbiz berrañ ha tevañ. N'eus nemet daouoeñs dezhañ. Ar biz nemetañ eo a c'hall dont dirak ar bizied all da stardañ un dra bennak etrezo.

Troad

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Meud-troad a vez laret eus biz tevañ antroad.

Gerioù deveret

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Urmeudad eo pezh a gemerer gant ur meud.
  • Urmeudad zo ivez poan er meud.
  • Meudata undanvez a vez graet da c'houzout pegen talvoudus eo .
  • Urmeutad (ha n'eo ket urmeudad) a zo un unanenn hed a wechall, hag a dalv kement ha 2,5cm.
  • Meudig, ur gontadenn-bobl, adskrivet gantCharles Perrault e-barzhLes Contes de ma Mère l'Oye .
  • Un denmeudek a zo amparfal, diampart.

Troioù-lavar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • C'hoari biz-meud a vez lavaret eus sevel ar biz-meud d'ober sin d'ar vleinerien da chom a sav evit kaout sav diganto.
  • Debriñ un dra bennak dindan e veud a zo debriñ un dra bennak war un tamm bara, dalc'het gant ar meud, da lavarout eo debriñ buan, hep koazezañ, hep ober ur gwir bred ouzh taol.
  • Kouezhañ e veud en e zorn a zo bezañ disouezhet pe dipitet.

Krennlavaroù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Un tamm kig dindan eveud A lak an den en e vleud.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]


Wikeriadur
Sellit ouzh ar germeud er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Meud&oldid=2139126 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp