Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Mette Frederiksen

Eus Wikipedia
Mette Frederiksen, e 2021

Mette Frederiksen (distaget [mɛdə fʁɛðʁɛgsən] e daneg), ganet d'an 19 a viz Du 1977, zo ur bolitikerez eusDanmark. Kentañ Ministr ar vro eo abaoe Mezheven 2019.

Dilennet e voe da gannadez erFolketing evit ar wech kentañ e 2001. Ministrez al Labour e voe e gouarnamantHelle Thorning-Schmidt etre 2011 ha 2014 ha Ministrez ar Justis e 2014 ha 2015. Da neuze e kemeras penn ar Strollad Sokial-Demokrat.

Goude dilennadeg kannaded Mezheven 2019, ma voe trec'h ar c'hostezennoù eus an tu-kleiz, e voe karget gant rouanez Danmark,Margrethe II da sevel ur gouarnamant nevez. D'ar 27a viz Mezheven e teuas da vezañ Kentañ Ministr. An eil gwech eo d'ur vaouez tapout ar post-se e Danmark, goudeHelle Thorning-Schmidt e 2011.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Mette_Frederiksen&oldid=1904936 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp