Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Menfis

Eus Wikipedia
Pennad lodek eusLec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù /Kêrioù
Monumantoù /Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt /Kreiz Egipt
Gorre Egipt /Nubia
Lec'hiadur
Menfis
Coordonnées géographiques : 29°52'N, 31°15'E

Menfis peMemphis (henc'hresianeg: ΜέμφιςMemphis) eo anv gresianek ar gêr gozh a voe kêrbennnom kentañ Egipt Izel. Graet e vezeIneb Hedj (ar mogerioù gwenn) anezhi enegipteg. Dont a ra eus anhenc'hresianeg Μέμφις zo un distummadur eus anv egiptekpiramidennPepi I (VIvet tierniezh),Men-nefer[1], a zeuas da vezañ |ⲙⲉⲛϥⲉMenfe ekopteg. Emañ kêrioù modern Mit Rahina,Dahshour,Sakkara,Abousir,Abou Gorab, haZawyet el'Aryan, e suKaero. Emaint holl e diabarzh bevennoù melestradurel eus Menfis istorel (29°50′58.8″N,31°15′15.4″E). Anavezet e oa ivez Menfis enHenegipt evelAnkh Tawy ("An hini a ere an div vro"), anv a laka ar pouez war lec'h strategel ar gêr etreEgipt uhel hagEgipt izel.Emañ ar gêr gozh e kichen Mit-Rahineh (20 km e kreizteiz Kaero), war c'han gleiz anNil.

HervezHerodotos[2] e oa krouet ar gêr gant arfaraonMenes, tro-dro da3100 kent J.-K. hag a voe kêrbenn Henegipt e-pad anHenimpalaeriezh.Prouet eo bet e oa just ur roue mojennel eus Menes, heñvel ouzhRomulus ha Remus e mitologiezhHenroma. Moarvat e oa unvanet Henegipt abalamour d'an ezhomm o devoa an div lodenn an eil eus eben.[3].

Ptah e oa Doue pennañ Menfis.

Hieroglifoù e Menfis gant un delwenn eusRamses II en a-dreñv



Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Bridget McDermott,Decoding Egyptian Hieroglyphs: How to Read the Secret Language of the Pharaohs, Chronicle Books 2001, p.130
  2. Herodotos,Euterpe, 2.99.4
  3. The Penguin Historical Atlas of Ancient Egypt gant Bill manley (1997)


A56
Porched Egiptopedia
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Menfis&oldid=2129777 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp