Urmenez zo urstumm douarel a sav e dolzenn uheloc'h eget al leur en un takad bennak. Bez' ez eus menezioù war 24% eus gorread anDouar : 52% eus hiniAzia, 36% eus hiniNorzhamerika, 22% eus hiniSuamerika ha 17% eus hini eusEuropa. Menezidi eo 10% eus n dud, da lavaret eo e vevont er menezioù.
Arstêrioù pennañ a eien er menezioù peurvuiañ, ken e teu alese an hanter eus andour a vez implijet gant an dud.
Menez Denali enAlaska, ma weler an dilive etre e ziaz hag e lein en un doare na gaver neblec'h all war an Douar
Ar menez pellañ eus kreiz an Douar eo arChimborazo enEcuador, rak bolzennek eo an Douar a-hed arC'heheder. Gant 6 272 metr avat n'eo ket al lein uhelañ en e aradennad-venezioù, anAndoù. Tostoc'h da greizenn an Douar emañ Menez Everest, pa 'z eus un diforc'h 2 150 m a zo etre eñ ha Chimborazo.