Melilla (Melilla espagnoleg,مليليةMaliliyah enarabeg,Tamlit eberbereg) zo ur gêr dalc’het gantSpagn en arvorAfrika an Norzh, damenklozet eMaroko, war vord arMor Kreizdouar. EvitMaroko ez eo ul lodenn eus he ziriad, trevadennet gant Spagn, evelCeuta hag an enezennoùigoù spagnat zo a-hed aod hanternoz Maroko, anvetPlazas de soberanía. Ur gêr emren eo Melilla, abaoe 1995, enni war-dro 70 000 a annezidi. Komzet e vezberbereg ar Rif gant ar braz eus an dud e kêr hag ivez arabeg, spagnoleg hag un tammig galleg.
E dalc’h arFenikianed, arRomaned, arVandaled, arWizigoted... eo bet Melilla. E-pad ur pennad e oa bet ur porzh eus anImpalaeriezh vizantat, a-raok bezañ ul lodenn eus rouantelezhioù arab Maroko. Aloubet e oa bet gant Spagn e1497. Abaoe eo chomet dindan beli ar vro-se. E1995 e oa bet roet da v-Melilla, evel da gêrCeuta, ur statud a gêr emren.
Ur bern repuidi eus broioù Afrika a glask dont da v-Melilla, evit gallout mont e-barzhUnaniezh Europa da c'houde.