Medeia (Μήδεια /Mếdeia ehenc'hresianeg,Medea elatin) a oa merc'h daAietes, roueKolc'his, e mojenn armaoutken aour. Hudourez e oa, evel he moerebKirke (a vefe c'hoar dezhi, hervez oberourien zo, hag int ganet gantHekate). Kalz muntroù a reas, betek lazhañ he bugale. Hiziv e komzer euskemplezh Medeia, a grog er maouezed a ra droug d'o bugale dre zroug ouzh o gwaz.
Kregiñ a ra istor Medeia gant donedigezhIason hag anArgonaoted da Golc'his, rouantelezh he zad. Emaint o klask ar maoutken aour a zo e dalc'h ar roue Aietes, diwallet noz-deiz gant un aerouant dihegar. Prometiñ a ra ar roue leuskel ar maoutken burzhudus ganto, war-lerc'h m'o devo graet un toullad troioù kaer pe gaeroc'h, dreist galloud den ebet.
Medeia a oa orgedet ouzh Iason d'ar c'hentañ gweled. Ar paotr avat, mar plije merc'h ar roue dezhañ, a blije muioc'h c'hoazh he galloud hud, a gave talvoudus evit teurel e grabanoù war ar maoutken diwallet mat. Prometiñ a ra dezhi pezh a gar, dimeziñ, rouantelezh ha bugale, pa vint en-dro gant ar maoutken enHellaz. Gant skoazell ar briñsez hudourez eta e teuont a-benn eus kement amprouenn zo roet dezho. Hag int kuit gant ar maoutken.
Ar roue avat a oa droug ennañ, rak biskoazh ne oa bet en sell da lezel ar maoutken da vont gant Iason. Hag eñ war o lerc'h.
Medeia a zo o tec'hel gant Iason, ha degaset he deus he breurAbsyrtos ganti. Pa wel he zad war o lerc'h e lazh-hi Absyrtos, e tispenn e gorf, hag e taol e izili unan-hag-unan war hent ar roue evit e spontañ hag evit ma paouezfe da zont war o lerc'h, e-keit ma vije o tastum an tammoù. Hervez mojennoù all koulskoude e oa bras Absyrtos, hag eñ an hini a oa o kas war-lerc'h an dec'herien ken e oa bet lazhet gant e c'hoar.
Pa voe distro Iason daIolkos e welas ne oa ket bet kollet e amzer gant ar rouePelias, e eontr : lazhet gantañ tad Iason, ha kaset e diegezh kuit. Ha setu Medeia da aozañ un dro-widre biskoazh spontusoc'h da gas an dorzh d'ar gêr da Belias.
Mont a reas da balez ar roue evel belegezArtemis ha dirak e verc'hed e yaouankaas ur maout goude bezañ e lakaet da virviñ en ur gaoteriad louzoù ; lakaat a reas anezho da grediñ e c'hallent ober kemend-all gant o zad, nemet ne ro dezho nemet louzoù diefed.
Ha setu penaos e voe lazhet an tad roue gant e verc'hed.
(en) Emma Griffiths,Medea, Routledge, New York, 2005(ISBN 0-415-30070-3).
Alain Moreau,Le Mythe de Jason et Médée. Le Va-nu-pied et la Sorcière, Les Belles Lettres, coll. « Vérité des mythes », Paris, 1994(ISBN 2-251-32420-8).