Rann eus | Rúraíocht ![]() |
---|---|
Reizh pe jener | plac'h ![]() |
Killed by | Furbaide Ferbend ![]() |
Tad | Eochu Feidlech ![]() |
Breur pe c'hoar | Clothru ![]() |
Pried | Ailill mac Máta,Conchobar mac Nessa ![]() |
Kompagnun(ez) | Fergus mac Róich ![]() |
Bugel | Findabair ![]() |
Micher | penndiern ![]() |
Karg | monark ![]() |
Penn ar Stad | Connachta ![]() |
Medb, hervez doare skrivañ anheniwerzhoneg, skrivetMev e brezhoneg[1],Méabh (/mʲeːvˠ/) evel en iwerzhoneg, peMaeve evel e saozneg, a oa ur rouanez eusConnacht e danevelloùKelc'hiad ar Skourr ruz. He fried e oa ar roueAilill mac Máta en danevell, daoust m'he doa bet meur a bried all araozañ hag a oa ivezrouaned eus Connacht. Ren a rae diouzh Cruachan (Rathcroghan hiziv, ekontelezh Roscommon). EnebourezConchobar mac Nessa, roue anUlaid, e oa (euredet e oant bet) ha brudet eo dreist-holl abalamour m'eo bet pennabegTáin Bó Cúailnge ("Preizhadeg saout Cooley") da laerezh tarv gwellañ anUladed :Donn Cúailnge.
Medb zo un den uhelek, tro enni, dezhi un dorn dir ha dieub gant ar baotred. Skouer ar rouanez vrezelourez eo[2]. Darn a soñj ez eo un enkorfadur eusdoueez ar riegezh[3][4][5]. Heñvel eo Medb Connacht ouzhMedb Lethderg moarvat, doueez ar riegezh eTara, ha gallout a ra bezañ liammet ivez ouzh arMorrígan[4]. Marteze he deus awenet arrouanez Mab, ar boudig a gaver eRomeo and Juliet, pezh-c'hoariWilliam Shakespeare hag e lec'h all.
An doare ma teuas Medb e pennConnacht ha ma timezas gantAilill mac Máta zo danevellet eCath Bóinde ("Kad ar Boyne"), anvet ivezFerchuitred Medba ("lodenn wazed Medb")[6]. He zad,Eochaid Feidlech,Roue Uhel Iwerzhon, a zimezas anezhi daGonc'hobar, roue anUladed, abalamour m'en doa lazhet tad Konc'hobar, ar roue uhel kozhFachtna Fáthach, en emgann. Reiñ a reas ur mab dezhañ, Glaisne, met ne oa ket un eured eeurus ha dilezel a reas anezhañ. Eochaid a roas da Gonc'hobar unan all eus e verc'hed en eskemm, Eithne (pe Clothru)[7], met Medb a vuntras anezhi e-keit ha ma oa dougerez. He mab,Furbaide a voe tennet diouzh he c'helan.
Eochaid a zidronas roue Connacht, Tinni mac Conri, hag a lakaas Medb en e lec'h. Koulskoude e teuas a-benn Tinni da c'hounit ul lodenn eus e c'halloud en-dro pa zeuas da vezañ pried kleiz Medb. Konc'hobar a wallas Medb goude ur vodadeg eTara, ha goude-se e tarzhas ar brezel etre arRoue Uhel hag an Uladed. Tinni a zifias Conchobar en un duvell met koll e voe. Eochaid Dála eus arFir Domnann, kevezer Tinni evit an tron, a warezas arme Connacht pa oa oc'h en em dennañ, hag e teuas da vezañ pried Medb ha roue Connacht goude-se. Medb a c'houlenne digant he danvezioù-pried bout dizaon, hep pizhoni, hag hep gwarizi. A-bouez-bras e oa an diviz diwezhañ rak kalz amourouzien he devoa. E-keit ha ma oa dimezet gant Eochaid Dála e kemeras Ailill mac Máta, penn he gward, da amourouz. Eochaid a zizoloas anezhe, a zifias Ailill hag a varvas e-pad an duvell. Ailill a euredas Medb neuze hag a zeuas da vezañ roue Connacht.
Medb hag Ailill o doa seizh mab, holl anvet Maine. Da gentañ o doa pep a anv disheñvel, met pa c'houlennas Medb gant undrouiz pehini eus e vibien a lazhfe Conchobar, e respontas, "Maine". N'he doa bugel ebet anvet Maine, hag e adanvas neuze holl he mibien evel-henn :
Dont a reas an diougan da wir pa lazhas Maine Andoe Conchobar, mab Arthur, mab Bruide — ha n'eo ket Conchobar, mab Fachtna Fathach, evel ma krede Medb[6]. Medb hag Ailill o doa ivez ur verc'h,Findabair.[9].
A-bouez e oa evit Medb bezañ ken pinvidik hag he gwaz, hag e roas lañs da skrapadeg saoutCooley pa zizoloas e oa perc'henn Ailill war un tarv servij n'en doa ket e bar e madoù ar rouanez. Klevet a reas ne oa evit kevezañ ouzh tarv Ailill,Finnbennach, nemetDonn Cúailnge a oa e piaouDáire mac Fiachna, ur gwaz da Gonc'hobar. Kas a reas kannaded da Záire, o kinnig pinvidigezhioù, douaroù ha darempredoù rev evel digoll da amprestañ an tarv, hag asantiñ a reas Dáire da gentañ. Disklêriañ a reas ur c'hannad mezv avat e vefe bet kemeret an tarv dre nerzh betek-gouzout ne vije ket bet a-du Dáire. Hemañ, droug ennañ, a gasas anezhe diwar-dro. Medb a brientas neuze ar brezel.
Savet e oa un arme gant bagadoù eus pep lec'h en Iwerzhon. Unan anezhe a oa ur strollad harluidi eusUlaid renet gant mab Conchobar,Cormac Cond Longas hag e dad-magerFergus mac Róich, bet roue anUladed hag unan eus amourouzien Medb. A-hervez ez ae tregont paotr da walc'hiñ anezhi, pe Fergus hepken[10]. Anv zo eus darempred Medb gant Fergus en ur varzhoneg kozhConailla Medb míchuru gantLuccreth moccu Chiara (war-dro600). Abegiñ a ra e Medb he dije likaouet Fergus ha troet anezhañ a-enep Ulaid "abalamour ma plije muioc'h peñsoù ur vaouez dezhañ evit e bobl".[11]. Aet e oa Fergus en harlu avat abalamour ma oa bet tromplet gant ar roue Conchobar. Hennezh en doa lakaet muntrañ e vab hamibien Uisneach a oa dindan e warez.
Abalamour d'ur mallozh taolet war an Uladed e c'houzañvent evel pa vefent war-wentloù e-doug ur frapad amzer bep bloaz. Medb a reas he mad eus ar prantad-se ha ne voe enebet ar skrapadeg nemet gant ur c'hrennard, an harozCúchulainn, a viras ouzh an arme a vont war-raok o c'houlenn emgannoù unan a-enep unan er roudouroù. Medb hag Ailill a ginigas o merc'h Findabair en eured d'un aridennad harozed da vont da stourm ouzh Cúchulainn, met trec'het e voe an holl. Koulskoude e teuas a-benn Medb da lakaat he c'hrabanoù war an tarv. Goude un emgann gant arme Conchobar a oa deuet a-benn ar fin e voe ret dezhi en em dennañ kuit gant he brezelourien. Kas a reas Donn Cúailnge ganti da gCruachan, met eno e stourmas ouzh tarv Ailill, Finnbennach, hag a lazhas anezhañ a-raok mervel diwar e c'hloazioù.
Ailill a lakaas lazhañFergus[12] dre warizi abalamour da garantez Medb evitañ. Goude marvConchobar, an harozConall Cernach, deuet da vezañ kozh, a zeuas da vevañ da lez Ailill ha Medb, rak ne oa tiegezh ebet estroc'h evit o hini a gement a oa gouest d'e vagañ. Medb a c'houlennas gantañ derc'hel ul lagad digor rak Ailill en em gave gant maouezed all. Pa dapas Ailill an dorn er sac'h e roas urzh da Gonall da lazhañ anezhañ, ar pezh a reas laouen da veñjiñ Fergus. Koulskoude, Ailill a gasas e vrezelourien war e lerc'h pa oa war e dremenvan, ha lazhet e voe Conall e-keit ha ma oa o tec'het[10].
Boas e oa Medb da vont alies da gouronkañ en ur poull enInchcleraun (Inis Cloithreann), un enezenn eLough Ree, e-kichenKnockcroghery. Furbaide en do c'hoant da veñjiñ e vamm. Kemer a reas ur gordenn da vuzuliañ an hed etre ar poull hag an aod, ha pleustriñ a reas gant evaltam betek bezañ gouest da skeiñ un aval lakaet e beg ur peul a vent gant Medb diwar an hed-se. Kentañ tro ma welas Medb o kouronkañ e lazhas anezhi gant un tamm fourmaj. He mab Maine Athramail a gemeras he lerc'h war an tron[7].
Hervez ar vojenn ez eo interet Medb eMiosgán Médhbh, ur c'harneg maen a 12 metr e krec'hKnocknarea (Cnoc na Ré eniwerzhoneg) eKontelezh Sligeach. A-hervez e voe douaret en he sav, o sellet etrezek hec'h enebourien eCúige Uladh. Marteze avat e voe douaret el lec'h ma oa he lez, eRathcroghan, eKontelezh Ros Comáin hag e kaver eno ur bloc'h maen hir hag izel anvetMisgaun Medb a zo al lec'h ar muiañ gwirheñvel.
Ar c'hentañ e voeTomás Ó Máille o lâret e 1928 e oa eus Medb moarvat un alegorienn eus riegezh Connacht[13][14], a vezeeuredet en un doare lidek gant ar roue pa veze kurunennet"[15].Medb Lethderg he deus ar memes roll eTara, hag heñvel eo moarvat ouzh rouanez Connacht pe ouzh an hini he deus awenet anezhi[16][17].
a vo kavet eWikimedia Commons.
|