Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Mazatlán

Eus Wikipedia
Mazatlán

Mazatlán zo ur gêr vras eusMec'hiko, estadSinaloa. Emañ war an aod, a-dal da veg suañ ledenezKalifornia-Izel.

Un anvnahouatlek eo Mazatlán ha talvezout a ra kement ha "lec'h ar c'hirvi." Diazezet e voe kêr e1531, gant un armead Spagnoled renet gantNuño de Guzmán. E-kreiz anXIXvet kantved e oa bet kalz tud o tont eus Alamagn o'n em staliañ enni. Tamm-ha-tamm e kreskas Mazatlán ha dont da vezañ ur gêr vras. Kêr-benn Sinaloa e voe etre1859 ha1873.

E 2010 e oa 438 434 a dud o vezañ e kêr ha 489 987 er gumun (municipio), hag an eil kêr vrasañ e oa Mazatlán e stad Sinaloa. Dont a ra kalz touristed di ha kalz letioù zo a-hed an aod. Ur vag-treizh zo da vont daLa Paz e Kalifornia-Izel. Un aerborzh etrebroadel zo e Mazatlán ivez.

Tud

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Mazatlán&oldid=1881771 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp