Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Marvel Comics

Eus Wikipedia
Marvel Comics
comic publishing company,ti-embann
Tachenn obererezhioùcomics industry,Embannerezh Kemmañ
Deiziad krouiñMezheven 1961 Kemmañ
Anv ofisielMarvel Worldwide, Inc.(Marvel comics),Marvel Publishing, Inc.,Marvel Comics Group Kemmañ
DiazezerMartin Goodman Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Perc'hennet gantThe Walt Disney Company Kemmañ
Aozadur mammMarvel Entertainment Kemmañ
Organizational divisionsMarvel Music Kemmañ
Sez sokialNew York Kemmañ
Erlec'hiañ a raAtlas Comics Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.marvel.com/ Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://seriewikin.serieframjandet.se/index.php/Marvel_Comics Kemmañ
Kont warKahoot! Kemmañ
Hashtagmarvelcomics Kemmañ

Marvel Comics (betTimely Comics, hag ivezAtlas Comics), a zo ur rann eusMarvel Enterprises, hag unan eus an tiez-embann bannoù-treset amerikan (comic books) pouezusañ. Er C’hwec’hkorn eo bet sikgnet ar bannoù-treset-se gantAredit,embannadurioù Lug deuet da vezañSemic ha gantPanini Comics. Er c’hazetennoù gall (Strange,Titans,Spécial Strange,Nova) e oa istorioù gourharozed disheñvel, padal en deus pep gourharoz ur gelaouenn gouestlet dezhañ er Stadoù-Unanet.E-touez an tudennoù perc’hennet gant Marvel e kaverSpider-Man,X-Men,Fantastic Four,Hulk,Thor,Captain America,Iron Man,Daredevil,Ghost Rider. Lod brasañ anezho a vez o vevañ en ur bed ijinet anvetMarvel Universe.

Marvel Comics a oa ivez titl ar c’homic book kentañ bet embannet gantTimely Comics e miz Here1939.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Krouidigezh ha bloavezhioù 1940

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Timely Comics

Martin Goodman, a oa un embanner kazetennoùpulp[1] abaoe 1933. E1939 e krouas Timely Publications, gant ar pal profitañ eus berzhSuperman. Rener an embann ha merour e oa, padal e oaAbraham Goodman an embanner ofisiel[2]. Arc’homic books a voe embannet dindan anvTimely Comics.

Ne anaveze Goodman treser ebet, neuze e c’halvasFunnies, Inc. gant ar pal kaout bannoù-treset. An dra gentañ embannet a voeMarvel Comics (hag a zeuas da vezañMarvel Mystery Comicsadalek an eil niverenn) a voe embannet e miz Here1939. Enni e oa troioù-kaer an Den Etev-Goulaouiñ gantCarl Burgos ha reNamor gantBill Everett[3]. Mat e voe gwerzhet, met war gresk ez eas ar gwerzhañ da vat adalek miz Meurzh1941, pa voe krouetCaptain America, un haroz brogarour ijinet gantJoe Simon haJack Kirby : ouzhpenn ur million a skouerennoùa voe gwerzhet[4]. GoudeMarvel Mystery Comics e re all anvetDaring Mystery Comics (1940),Mystic Comics (miz Meurzh1940),Human Torch Comics (diskar-amzer1940),Captain America Comics #1 (miz Meurzh1941),The Submariner (nevez-amzer1941),USA Comics (miz Eost 1941),All Winners Comics (hañv1941),Young allies Comics (hañv1941),Kid Comics (miz C’hwevrer1943). An holl gomic books-se a voe embannet a-raok tagadennPearl Harbor (miz Kerzu1941), hag enno e oa soudarded nazi pe re an Ahel e-touez ar re zrouk.

Diaesterioù er bloavezhioù 1950

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Atlas Comics.

War zigresk ez eas ar gwerzhañ comic books goude anEil Brezel Bed. Adalek1951 e tivizas Goodman ouzhpennañ logo Atlas (e gompagnunezh dasparzhañ). DreAtlas ec’h embanne Goodman bannoù-treset spont, re bolis, hag ivez re western, skiant-faltazi pe re fentus.Met ne zeuas ket a-benn da adreiñ nerzh d’ar gwerzhañ bannoù-treset gourharozed.War goloioù ar c’hazetennoù embannet gant Timely e oa alies ar frazenn «A Marvel magazine» (adalekAll Surprise Comics #12 (Goañv 1946/47), hag ivez logo «Marvel Comic» e-pad meur a viz etre1949 ha1950. Ar c’homic book kentañ embannet ez-ofisiel gant «Marvel Comics» a voe un dastumadeg skiant-faltazi anvetAmazing Adventures #3, gant logo «MC» war ar golo. Deiziet eo miz Eost1961, embannet e voe d’an 9 a viz Mae1961[5].

E dibenn ar bloavezhioù 1950 e tivizas Goodman heuliañ ar c’hiz, hag e lakaas embann c’hwec’hcomic books skiant-faltazi :Strange Worlds #1;World of Fantasy #15;Strange Tales #67;Journey into Mystery #50;Tales of Suspense #1; heTales to Astonish #1. Ne reas ket kalz berzh, ha kemmet e voent adalek dibenn1959, ha gouestlet e voent da euzhviled filmoùrummad B. Lod brasañ an istorioù a oa treset gantJack Kirby (livet peurliesañ gantDick Ayers), ha re all savet gantDon Hech,Paul Reinman pe c’hoazhJoe Sinnott, hag un istor berr savet gantStan Lee etSteve Ditko[6].Gant Marvel e voe embannet ivezcomic books fentus evit ar merc’hed, evelKathy (« the teen-age tornado! ») (miz Here1959) peLinda Carter, Student Nurse (miz Gwengolo1961).

Marvel Comics

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E penn-kentañ ar bloavezhioù 1960 e verzas Martin Goodman ar berzh a rae ar c’homic anvetThe Justice League. Gervel a reas neuzeStan Lee, hag un toullad treserien evelJack Kirby peSteve Ditko, hag e c’houlennas ganto krouiñ ur rummad damheñvel.Fantastic Four a voe krouet neuze, an niverenn gentañ a voe embannet e miz Du1961. Goude-se e teuasHulk,Spider-Man,Iron Man haThe Avengers. An holl anezho a reas berzh. Disheñvel diouzh gourharozedDC Comics (Superman,Batman haWonder Woman) eo ar re embannet gant Marvel : muioc’h a breder a zo, luzietoc'h o fersonelezh, stag int ouzh emzalc’h ar yaouankiz hag ouzh kudennoù ar bed :Hulk da skouer, a vez krouet diwar un darzhadenn nukleel.Lod brasañ tudennoù Marvel a vez o vevañ en ur bed anvetMarvel Universe.Gant Marvel ez eus bet savet ivezcomic books diwar oberennoù skrivagnerien evelRobert Bloch,Ray Bradbury pe c’hoazhLovecraft.

Emdroadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E2000 eo bet krouetUltimate Marvel diwar atizJoe Quesada haBill Jemas, hag a oa renerien Marvel d’ar mare-se. Ar pal a oa tizhout lennerien nevez ha klask pellaat diouzh reolennoù strizh a ren mont en-dro ar c’homic books. Met damc’hwitet eo bet, peogwir n’int ket deuet da dizhout lennerien nevez.Marvel Comics a zo hiziv an deiz ur skourr eusMarvel Enterprises.

Tudennoù pennañ Marvel Comics

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ur paotrig o lenn urc’homic Marvel

War-dro 5000 gourharoz a zo ecomic books Marvel, en o zouez :

  • Miss Hulk(She-Hulk)
  • Namor(Submariner)
  • NextWave
  • Iron Man
  • Iron Fist
  • The Punisher
  • Fantastic Four
  • Silver Surfer
  • Avengers
  • X-Men
  • Ghost Rider
  • Thor
  • Nick Fury
  • Nova
  • Power Man
  • The Black Panther
  • Rom
  • Sky Doll
  • Spider-Man
  • Doctor Strange
  • Wolverine

Kontrollerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Abaoe ur pennad o deus merzet lennerien zo e oa kemmet adembannadurioù comic books bet savet er bloavezhioù 1970, evelEssential Tomb of Dracula vol.4 haDaughters of the Dragon Special (diwar ar rummad bet krouet e1977). Divronn an harozezed (Collen Wing haMisty Knight, da skouer) a vez kuzhet gant brennigennoù, stamennoù pe blev hir a ziskenn war ar bruched.

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • (en) Les Daniels :Marvel, five fabulous decades of the world's greatest comics (1991) (pennad-digeriñ gant Stan Lee).

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. .Martin Goodman hag a embanne traoù evelKa-Zar (1936),Marvel Science Stories (miz Eost 1938),Marvel Tales,Marvel Stories (1941),Complete Western Books
  2. diskleriadur graet d’an 2 a viz Here 1939, gwelout pajenn 40Marvel Mystery Comics #4 (deiziet miz C’hwevrer1940), hag adembannet pajenn 239Marvel Masterworks: Golden Age Marvel Comics Volume 1 (Marvel Comics, 2004).
  3. E-barzhMarvel Comics #1 e oa troioù-kaer an Ael,Ka-Zar haroz ar janglenn, ha troioù-kaer an dudenn western anvetThe masked raider
  4. Captain America Comics #1 (miz Meurzh1941) a voe gwerzhet ouzhpenn 1 million skouerennoù anezhañ, padal e oa gwerzhet, d’ar memes koulz, war-dro 700 000 skouerenn eus « Times Magazine ».
  5. Titouroù a-zivout copyright e Levraoueg Kendalc’h ar Stadoù-Unanet, warGrand Comics Database.
  6. Fred Hembeck, « Tales of the Mysterious Mr. Ditko (and the Not-So-Mysterious Mr. Lee... », war Hembeck.com, 13 a viz Du 2004

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Marvel_Comics&oldid=2092181 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp