Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Marevezh Azuchi-Momoyama

Eus Wikipedia
Japan er Marevezh Azuchi-Momoyama(1568-1600)

Ur marevezh istorel eus Bro-Japanc'hladdalc'hel eo arMarevezh Azuchi-Momoyama a grog 1573 e hag a echu e 1603. Daou benngadour galloudus a unvanas Japan a-nevez en eil hanterenn ar XVIvet kantved:Oda Nobunaga (1534-1582) a c'houarne ar vro eusKastell Azuchi haToyotomi Hideyoshi1537-1598) a oa o chom eKastell Momoyama. Diwar anvioù ar c'hastelloù e voe anvet ar marevezh.
Andaimyō Oda Nobunaga, penn ar c'hlann Oda, unan eus ar re c'halloudusañ e Japan, a implijas teknologiezh hag armoù deuet eus Europa evit bout trec'h war kalzdaimyō all ha klask unvaniñ Japan ; pa startaas e c'halloud e 1568 e kemeras Kyōto, ar pezh a voe finvezh shōgunelezh ar c'hlann Ashikaga hag a voulc'has ar Marevezh Azuchi-Momoyama, a badas betek 1600[1].

Tost unvanet e oa Bro-Japan er bloaz 1582 pa voe taget annez Nobunaga gant unan eus e jeneraledsamourai,Akechi Mitsuhide (1528-1582). Kentoc'h eget bout lazhet e tibabas Nobunaga oberseppuku. Toyotomi Hideyoshi a flastras emsavadeg aduidi Mitsuhide kent bout warlec'hiad Nobunagade facto[1]. Kenderc'hel gant al labour unvaniñ a reas, ar pezh a voe echuet e1590. Diwezh Marevezh ar Stadoù Brezelour(Sengoku) e voe neuze. Goude sujet e enebourion e tegasas kemmoù bras er gevredigezh japanat : ur c'hadastr a voe savet evit termeniñ an telloù, krennet e voe war galloud an daimyoed, handeet e voe ar gristenion, berzet e voe d'ar gouerion dougen armoù, berzet e voe d'ar gouerion ha d'ar samouraied kemmañ o dere er gevredigezh[2] — daoust da Hideyoshi e-unan bout bet ur c'houer a voe anvet da jeneral gant Oda Nobunaga[3]. Dre gadastrañ Japan e voe lakaet kement labourer-douar daheimin (平民 "dinobl") : dre-se e voe lakaet an darn vuiañ eus arsklaved en o frankiz[4].

P'edo galloud Hideyoshi o kreskiñ e fellas dezhañ aloubiñSina dre Gorea, ar pezh a glaskas ober e1592. Un arsav-brezel a voe e1596, un eil aloubadeg e1597, ha dilezet e oa houmañ e1598 pa varvas an alouber[5].

Pa felle dezhañ diazezañ un dinastiezh, Toyotomi Hideyoshi en devoa goulennet digant e wizion fealañ touiñ al le a fealded d'e vab yaouaer (an eil henañ)Toyotomi Hideyori (1593 - ~1615). Nepell goude marv Hideyoshi avat e rankas e aduidi stourm ouzh gwizion andaimyōTokugawa Ieyasu (1543-1616) a oa bet a-du gant Hideyoshi koulskoude[1]. Trec'h e voe Ieyasu enEmgann Sekigahara (21 Here 1600) ; goude-se e voe kentañshōgun ar shogunelezhTokugawa, a stalias he c'hêr-benn enEdo (Tōkyō hiziv) hag a renas e-pad 268 vloaz, betek 1868 eta : ar Marevezh Edo e voe.[1]

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Perez, Louis G..The History of Japan. Westport : Greenwood Press, 1998(ISBN 978-0-313-30296-1)
  • Weston, Mark.Giants of Japan: The Lives of Japan's Greatest Men and Women. New York : Regina Ryan Publishing, 2014(ISBN 978-0-9882259-4-7)
  • Henshall, Kenneth.A History of Japan: From Stone Age to Superpower. London : Palgrave Macmillan, 2012(ISBN 978-0-230-34662-8)
  • Farris, William Wayne.Japan to 1600: A Social and Economic History. Honolulu : University of Hawaii Press, 2009(ISBN 978-0-8248-3379-4)
  • Walker, Brett.A Concise History of Japan. Cambridge : Cambridge University Press, 2015(ISBN 978-0-521-17872-3)

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. 1,01,11,2 ha1,3Henshall, 2012.
  2. Perez 1998.
  3. Weston, 2014.
  4. Farris, 2009.
  5. Walker, 2015.
g  ka  ke
Istor Japan
Bro-Japan glasel (538-1185)
Marevezh Edo (1600–1868)
Bro-Japan a-vremañ
Japan abaoe 1947
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Marevezh_Azuchi-Momoyama&oldid=1999010 »
Rummad:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp