Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Marc'hhouarnerezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eusMarc'hhouarner)
Krogit e-barzh !
Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ
Mont war varc'h-houarn
Polis war varc'h-houarn.

Armarc'hhouarnerezh eo an anv a vez graet ouzh ar mont warvarc'h-houarn, un ardivink divrodek peurvuiañ (met unrodek, teirrodek, pe bederrodek ivez a-wechoù) hag a ya war-raok dre nerzh an den a zo warnañ. Gallout a ra an obererezh-se bezañ un doare emzezougen, ur blijadur, pe ursport. Gallout a ra c'hoarvezout war an hentoù, pe gwenodennoù zoken a-wechoù, war ar maez pe ekêr, dindan an amzer pe dindan doenn, war anerc'h pe ar skorn ivez.

Emzezougen

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kalz a dud a ya da labourat bemdez war o marc'h-houarn, pe a implij anezhañ da emzezougen e kêr. Kavout a ra dezho ez eont buanoc'h, pa vez stank an dremeniri, hag e kavont lec'h da barkañ aesoc'h. Lod a gav gwelloc'h mirout ar marc'hhouarn evit ar pourmen.

Sport

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Evel sport ez eo gouarnet ar marc'hhouarnerezh gant anUnion Cycliste Internationale eSuis. Dre vras e reer kemm etre

Dafar ha paramant

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E kalz broioù ha n'int ket gwall ziorroet eo ar marc'h-houarn an ardivink muiañ implijet. Betek n'eus ket pell e oa gwir c'hoazh eSina, eViet-Nam, enIndia dre ma chome izel niver ar c'hirri-tan. Mar deo bet kemeret lec'h ar marc'hoù-houarn gant ar c'hirri-tan er broioù-hont abaoe deroù ar XXIañ kantved, en-dro d'ar c'hêrioù bras bepred, eo chomet gwir e Kuba.

Doareoù disheñvel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E kêr

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Parkad marc'houarnoù eNiigata, Niigata,Japan.

Dougen marc'hadourezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
EKarnataka, enIndia, dougenkraoñkoko.

Ouzhpenn fiñval hag emzougen a c'haller ober war varc'h-houarn, peogwir e c'haller ivez dougen marc'hadourezh.
E-pad pell amzer e veze kaset al lizhiri war varc'h-houarn hepken. E 1880 e voe prenet ar marc'hoù-houarn kentañ gantRoyal MailBreizh-Veur. 37,000 anezho zo eno hiziv, 25,700 enAlamagn, 10,500 enHungaria ha 7000 eSveden.
Er bloavezhioù 1950 e veze gwelet poliserien war varc'h-houarn e Pariz, ha bremañ e weler adarre, diwar-skouerKalifornia. E Breizh ivez, e weler un nebeud poliserien war varc'h-houarn e Roazhon ha Naoned e-pad an hañv.

Pourmen ha plijadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
En Izelvroioù, ardivinkoù digoust enHoge Veluwe.

Redadegoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gwelout ar pennad :Redadeg war varc'h-houarn.

Redadegoù war-dro 1909.

Saotradur an aer

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Mont war varc'h-houarn e-kreiz an dremeniri a laka an den da analat aer saotret. Lavaret e vez ez eo dañjerusoc'h, met diskouezet ez eus bet e veze analet aer saotret muioc'h e-barzh ar c'hirri-tan[1] , abalamour ma ne vez ket nevezet an aer er c'harr pe, pa vez graet, eo gant aer saotret n'eus forzh penaos.

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. M. Chertok, A. Voukelatos, V. Sheppeard & Ch. Rissel (2004),Comparison of air pollution exposure for five commuting modes in Sydney – car, train, bus, bicycle and walking, enHealth Promotion Journal of Australia

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Marc%27hhouarnerezh&oldid=2139110 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp