Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Manhattan

Eus Wikipedia
Evit implijoù all, gweletManhattan (disheñvelout).

Manhattan
borough of New York City,consolidated city-county
Deiziad krouiñ1624 Kemmañ
Anv ofisielManhattan Kemmañ
Anv er yezh orinManhattan Kemmañ
Treuzskrivadur APImænˈhætən Kemmañ
Anvet diwarManhattan Kemmañ
Anv annezidimanhattaniti,manhattanite Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Kêr-benntalvoud ebet Kemmañ
E tiriadNew York Kemmañ
Gwerzhid-eurEastern Time Zone,UTC−05:00,UTC−04:00 Kemmañ
War riblEast River,Hudson (stêr),Upper New York Bay,Harlem River,Spuyten Duyvil Creek Kemmañ
Daveennoù douaroniel40°43′42″N 73°59′39″W Kemmañ
Poent uhelañManhattan High Point Kemmañ
Penn an aotrouniezhGale Brewer Kemmañ
Coextensive withNew York County Kemmañ
Darvoud-alc'hwezGwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 Kemmañ
Post townNew York Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://manhattanbp.nyc.gov/html/home/home.shtml Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Manhattan Kemmañ
Dezverket drecongestion pricing Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezdemographics of Manhattan Kemmañ
Kod pellgomz an takad212,646,917 Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from Manhattan, New York City,Category:Views from automobiles in Manhattan, New York City Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Manhattan, New York City Kemmañ
Map
 
Lec'hiadur Manhattan e kêr New York
Gwel eus Manhattan.

Manhattan (distagadur:[mænˈhætən]) a zo unan eus ar pempborough (ranngêr velestradurel) a ya d'ober kêrNew York erStadoù-Unanet. An hini bihanañ anezho eo, met an hini stankañ ar boblañs ennañ, hag ivez an hini pinvidikañ. Klotañ a ra Manhattan gantkontelezh New York met homañ n'he deus ket galloudoù urgontelezh normal peogwir e klev ouzhgouarnamant New York.

Ur plas arc'hantel bras eo Manhattan, hag eno emañWall Street hag anNew York Stock Exchange. Ur bernskraberioù-oabl a zo, gant ar re vrudetañ evel anEmpire State Building hag anOne World Trade Center a gemer lec'h arWorld Trade Center distrujet gantgwalldaolioù d'an 11 a viz Gwengolo2001. ErNew York City Hall (« Ti-kêr New York ») emañ sez Gouarnamant ar gêr. Skolioù-meur brudet zo ivez, evel Skol-veur Columbia, Skol-veur New York ha Skol-veur Rockfeller.

Heñvel ouzh New York eo Manhattan ul lec'h bedvroat. Kalz koñsuldioù ha sez arBroadoù Unanet a gaver eno. EChina Town emañ an niver brasañ a Sinaiz er Cʼhornôg. Lec'h touristelañ arMell Aval eo, gant 62,8 milion a doutisted e 2017[1]. Ar mirdioù brudetañ eo arMetropolitan Museum of Art, ar muzeom amerikan istor naturel hag arMuseum of Modern Art (MoMA).Time Square,Central Park haGrand Central Terminal emañ e-touez an dek lec'h ar muiañ gweladennet er bed.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv eus ar germounseekmanaháhtaan hag a dalv « enezenn stank he zorgennoù » moarvat.

Diazezet e voe ur post kenwerzh e Manhattan izel gant tud eus arProviñsoù-Unanet e1624. Prenet e voe da Ameridianed hag anvetAmsterdam Nevez e1626. Tremen a reas dindan reoladur ar Saozon e1664, hag e voe adanvetNew York pa voe roet an douaroù-se daDug York gant e vreur ar roueCharlez II Bro-Saoz.

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

C'hoarvezout a ra arborough eus enezenn Mahattan, Marble Hill en douar bras hag enezigoù. Enezenn Manhattan zo 59 km² dindani, 21,6 km hirder ha 3,7 km ledander dezhi d'al ledanañ (e-kichen ar 14vet straed).

Yen ha gleb e vez ar goañv, tomm ha gleb an hañv.

Yezhoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Yezhoù komzet er gêr gant an dud ouzhpenn 5 bloaz evit ar prantad amzer 2011-2015[2]
YezhoùManhattanNew YorkStadoù-Unanet
saozneg59,73 %50,96 %78,95 %
spagnoleg22,50 %24,56 %13,05 %
sinaeg5,32 %5,92 %1,05 %
galleg2,36 %1,11 %0,43 %
koreaneg0,89 %0,97 %0,38 %
ruseg0,82 %2,49 %0,30 %
japaneg0,75 %0,28 %0,15 %
hebraeg0,69 %0,59 %0,07 %
alamaneg0,67 %0,27 %0,34 %
Yezhoù afrikat0,65 %1,07 %0,33 %
italianeg0,64 %1,00 %0,22 %
portugaleg0,49 %0,23 %0,23 %
hindi0,44 %0,41 %0,24 %
arabeg0,40 %0,80 %0,35 %
tagalog0,40 %0,64 %0,56 %
poloneg0,27 %0,70 %0,19 %
Re all2,98 %8,00 %3,16 %

Notennoù ha daveoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Mayor De Blasio And NYC & Company Announce NYC Welcomed Record 62.8 Million Visitors In 2017. NYC & Company, Inc (20 a viz Meurzh 2018). Kavet :April 4, 2018.
  2. Language Spoken At Home By Ability To Speak English For The Population 5 Years and 0ver efactfinder.census.gov.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Manhattan&oldid=2168008 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp