Eus argallegmandoline (1759), diwar anitalianegmandolino, stumm bihanaetmandola, ur benveg-seniñ bras damheñvel anvet diwar allatinpandura, eus anhenc'hresianeg πανδοῦρα (pandoûra), a oa un doare lud teir c'hordenn dezhañ.
Binvioù kar d'ar vandolinenn a zo bet sonet a-hed kantvedoù enEuropa, lies o mentoù ha niver o c'herdin, an holl nezho deuet drevuzulmiz Spagn haSikilia. EnAzia ar C'hreiz ma vezent sonet abaoe anIIvet kantved e oa bet kavet an binvioù-se gant ar vuzulmiz, a raebarbat (persaneg :بربت) hagoud (arabeg :عود) anezho ; eusal-oud gant ar ger-mell strizh e teu ar gerlud end-eeun.
Un diskennadez italian arnevez eus al lud eo ar vandolinenn a anavezomp, dre armandoro italian a zo brasoc'h. EnXVIIIvet kantved e voe fardet armandolini kentañ eNapoli. Sonet e voe ar vandolinenn en Europa a-bezh kent bezañ kaset da get gantbrezelioù Napoleon (1803-1815). Gant Pasquale Vinaccia (1806-1882), a oa ludaouer ofisiel ar Gurunenn e Napoli bepred, e voe adsavet mandolinennoù nevez adalek1835 gant kefioù-dasson don ha kerdindir[3]. Patrom holl vandolinennoù anXIXvet kantved e voe doare P. Vinaccia goude ma voent gwelet ha klevet sonet gant al lazspagnol eusMadrid anvetThe Spanish Students da-genver Diskouezadeg HollvedelParis e1878 ha pelloc'h en Europa, eRusia, eNorzhamerika hag eSuamerika[4].
Un doaremandolino a veze fardet eLombardia ivez, met hini Napoli eo a vez sonet er bed a-bezh.
1. Troad • 2. Kef-dasson • 3. Alc'hwezioù • 4. Toull ar son • 5.Pontig • 6. Marc'h
Ouzh ur c'hef-dasson ront ha don, e koad, e vez staget un troad e koad ivez. E laez an troad ez eus alc'hwezioù evit kentoniñ pep kordenn, a zo stag ouzh he alc'hwez ha stegnet adalek ur gennig war-eeun dreist ur pontig betek ur marc'h a zo e traoñ ar c'hef-dasson. Ar pontig a chom stok ouzh traoñ ar c'hef-dasson dre stegn ar c'herdin.
Plezhelloùmetal a vez sanket en troad evit merkañ kombodoù an notennoù a c'heller seniñ ; 12 plezhell a vez da nebeutañ a-raok ar c'hef-dasson,, eleze 12 notenn dre gordenn ; merkoù a vez war an troad a-raok ar 5vet, 7vet, 10vet ha 12vet plezhenn evit en em lec'hiañ.
Lakaet e vez ar c'herdin da froumal dre o fiñsañ gant bizied un dorn pe gant ur skraberig, etre toull ar son hag ar pontig, en ur o stardañ ouzh an troad gant bizied an dorn all. Froumadennoù ar c'herdin a laka ar pontig da zaskrenañ ; dre ma'z eo stag ouzh ar c'hef-dasoon en e laka da zaskrenañ ivez ; ar son kreñvaet a zeu er-maez dre an toull bras pe vrasoc'h a zo etre ar pontig hag an troad.
Pa baouezer da biñsañ ur gordenn e ya ar son da get nebeut-ha-nebeut a-feur ma paouez ar c'hef-dasson da zaskrenañ. Buan a-walc'h e c'hoarvez, setu e vez techet ar sonerien hag ar sonerezed da overtremoli, da lavaret eo pinsañ ur gordenn pe veur a-hini meur a wech buan-buan evit pa padfe un notenn pe ur c'hlotad (meur a notenn war un dro) ; aesaet e vez an ober a-drugarez d'ar c'herdin lakaet div-ha-div.
Evit ma c'hellfe ar vandolinenn bezañ klevet gwelloc'h en ul lez ez eus bet klasket amplaat ar son dre lakaat dassonerioù metalek er c'hef, pe dre vikrofonoù hag un amplaer, evel ma vez graet gant argitaroù.
Eizh kordenn dir a vez stegnet div-ha-div war an troad. En 12vet plezhell emañ an eizhvedell eus notenn-diazez pep kordenn.
Meur a zoare zo da gentoniñ ur vandolinenn, koulz hervezsevenadur ar vro hag hervez an ton a venner seniñ ; er sevenadurioù kornôgel e vez kentonet hervez ar skeulenn keidesaouek, ma vez rannet un eizhvedell etre 12 tonenn. Evel urviolin e vez kentonet ar vandolinenn peurliesañ.
Niverennet e vez ar c'herdin eus an hini skiltrañ ha moanañ d'an hini voutañ ha tevañ ; e kantvedennoù meutadoù emañ tevder pep kordenn ; 440Hz eo an notenn La4 (A4)[5] roet gant ar bondoner europat, ha Do4 (C4) eo notenn greiz klavier urpiano.
Kordenn
Tevder
Notenn
Frekañs (Hz)
1
.009 – .0115
Mi5 / E5
659,25
2
3
.014 – .016
La4 / A4
440,00
4
5
.022 – .026
Re4 / D4
293,66
6
7
.032 – .042
Sol3 / G3
659,25
8
Skalfad ur vandolinenn 14 plezhell dezhi (G3 – C6).
(en) Sparks, Paul & Tyler, James.The Mandolin: Its Structure and Performance (Sixteenth to Twentieth Centuries). In :Performance Practice Review, levrenn 9, niv. 2, 1996 •Lenn en-linenn. Kavet :26/01/2023.
↑Grand dictionnaire français-breton F. Vallée, 1931, p. 445a ;Dictionnaire breton-français Roparz Hemon, Skridoù Breizh, 1943, p. 280-b ;Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 886-a ;Dictionnaire français-breton M. Ménard, An Alarc'h, 2020, p. 820-b. Ar gerioùrebed-Napl haludig zo e geriadur F. Vallée ivez.
↑Dictionnaire classique français-breton René Le Gléau, Al Liamm, 1989, p. 2194-b hag eGeriadur bihan ar sonerezh Perig Herbert & Jil Ewan, Hor Yezh, 1990, pp. 47 & 124.