Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Manav

Eus Wikipedia
Ellan Vannin
Enez-Vanav
Banniel Manavardamezioù Manav
Bannielardamezioù
Ger-stur :Quocunque Jeceris Stabit
Kan broadel:Arrane Ashoonagh dy Vannin
Lec'hiadur Manav
Lec'hiadur Manav
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Doolish(Douglas)
54°09′N 4°29′E
Yezh(où) ofisielsaozneg
manaveg
GouarnamantStag ouzh ar Gurunenn
abaoe1765
 -RouanezElizabeth II
 - GouarnourAdam Wood
 - Penn ar gouarnamantHoward Quayle
Gorread
 - Hollad572 km² km² (196)
 - Dour (%)0
Poblañs
 - istimadur 200684,655 ()
 - Stankter148/km² (77)
PDK (PGP)2010 (istim.) (istimadur)
 - Hollad$2.113 milliard (162)
 -Keidenn$35,000 (11/12)
MoneizLur Manav (zo par d’allur sterling) (GBP)
Gwerzhid-eur(UTC+0)
+1
Kod kenrouedad.im
Kod pellgomz+44b

Manav (Mannin emanaveg), peEnez-Vanav (Ellan Vannin), a zo un enezenn eMor Iwerzhon, etreBreizh-Veur hagIwerzhon. An hini vihanañ eus ar broioù keltiek eo. Stag eo ouzh kurunenn arRouantelezh Unanet (British Crown Dependency), met n'eo ket un darn eusRouantelezh-Unanet, hag er-maez eusUnaniezh Europa emañ.

Armanaveg eo yezh orin ar vro, met arsaozneg eo ar yezh komzet pennañ.

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Un enezenn enenezeg Breizh-Veur eo Enez Vanav. Hanter-hent emañ etreBro-Saoz,Bro-Skos hagIwerzhon. War-dro 48 km hed hag etre 13 ha 24 km led eo, gant ur gorread war-dro 572 km². Meneziek a-walc’h eo an enez : ar menez Sniaul (Snaefell) eo ar poent uhelañ (620 m). Hervez ur c’hrennlavar kozh e c’heller gwelout seizh rouantelezh eus kern ar menez-se : Manav,Skos,Bro-Saoz,Iwerzhon,Kembre, anNeñv hag arMor.

Enez Vanav

Niverus eo ar stêrioù (Awin ghlas, Awin Dhoo, Awin Neb, Awin Stondane …). Meur a borzh zo a-hed an aod. Ha meur a enezenn vihan zo ivez en-dro da Enez Vanav : war unan anezho,Yn Cholloo (Calf of Man), ez eus tud o chom. N’eus nemet en hanternoz, eus tu Skos, eo plaen a-walc’h an douaroù, e-kichen ar beg-douar anvetKione ny hAarey (Point of Ayre).

Anv

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Plin.NH IV,103 ː MONAPIA
  • Ptol. II, 2, 10 ː Μονάοιδα ( = MONAOEDA) / Μονάρινα (= MONARINA)
  • Ravenna 10819 ː MANAVI
  • Orosius I, 2, 82 ː MEVANIA
  • Julius Honorius 16 ː MEVANIA / MEBANIA / MEUBANIA
  • Jordanes I, 8 ː MEVANIA / EVANIA
  • Beda, II, 5 ː Mevanias

Talvoudegezh ː"The sense is 'mountain island' or 'high island' "= enezenn meneziek / uhel[1]

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

GantKelted e oa poblet Enez Vanav enHenamzer. Lodek e oa e sevenadur arOuezeled en em astenne betek anVIIIvet kantved eus suIwerzhon betek norzhBro-Skos. Tamm-ha-tamm en em staliasVikinged er broioù-se etre700 ha900. Dont a reas an enezenn da vezañ ur rouantelezh viking enIXvet kantved.Rouantelezh viking Manav hag an Inizi a voe savet gantGodred Crovan, peGorree, e1079. E-pad ur pennad en em astennas ar rouantelezh-se betek lec’hioù zo war aod reter Iwerzhon. Chom a reas Enez Vanav e dalc’h rouanedNorvegia, evel an iniziHebridez. betek anXIIIvet kantved. Da neuze e voe roet gant ar roueMagnus VI da roueSkos, e1266. Tremen a reas Enez Vanav dindan dalc’hBro-Saoz erXIVvet kantved. Daoust da emsavadegoù evel hiniIlliam Dhone erXVIIvet kantved, an enez a zeuas da vezañ stag da vat ouzhRouantelezh Breizh-Veur e1765, pa zeuas ar roue saoz da vezañAotrou Manav. Al lesanv noblañs-se zo chomet gant ar rouaned a zo bet abaoe hag hiziv c’hoazh ez eo an titl a roer d’ar rouanezElizabeth II.

An Tinvaal

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gellout a reer lavarout emañparlamant koshañ ar bed en Enez Vanav : anTinvaal (saozneg :Tynwald) a voe savet e979. ParlamantoùIsland (Althing) ha hini an IniziFaero (Løgting) a voe savet abretoc’h c’hoazh, met n’o deus ket kendalc’het dizehan betek hiziv pa’z eus bet un troc’h etre 1800 ha 1845 evit an hini kentañ, hag etre 1816 ha 1852 evit an eil. Dont a ra an anvTinvaal (saozneg :Tynwald) eus annorsegThing Vollr, bodadeg ar bobl.

Div gambr a zo ennañ :Yn Chiare as Feed (The house of Keys e saozneg), gant tud dilennet war-eeun hag ar C'huzul lezennel anvetYn Choonceil slatttyssagh (The legislative council e saozneg) dilennet dieeun.

Yezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ur sevenadur gouezelek a oa da gentañ gant Manav, levezonet kalzik gant sevenadur ar Vikinged. Ur yezh eus skourr aryezhoù gouezelek eo armanaveg (Gaelg), tost a-walc’h daouezeleg Skos ha d’aniwerzhoneg. Ur wech staget an enez ouzhBro-Saoz eo bet kemeret plas ar manaveg gant arsaozneg, evel yezh pennañ ar gevredigezh. EnXXvet kantved ne chome ket kalz a vanavegerien a-vihanik ken ha mervel a reas an hini diwezhañ,Ned Maddrell, e1974. Met abaoe anXXvet kantved ez eus un doare adsav, gant tud a zesk manaveg da eil yezh, ha bremañ ez eus adarre bugale desavet er yezh-se. Hervez an niveradeg diwezhañ e vije 27 manaveger a-vihanik ha 650 den all hag a gomz ar yezh.

Embannet e vez lezennoù an Tinvaal en div yezh, saozneg ha manaveg. Abaoe ar bloavezhioù 1990 eo kresket an niver a skolioù a gelenn ar manaveg evel eil yezh ha war-dro 30% eus ar vugale a zeskfe ar yezh er skol.Yn Çheshaght Ghailckagh eo anv an hini vrasañ eus ar c’hevredigezhioù a zifenn ar manaveg, oc’h embann levrioù hag oc’h aozañ kentelioù evit an oadourien. Un aozadur damofisiel zo bet savet gant gouarnamant Manav evit broudañ ar yezh,Coonceil ny Gaelgey ; gantañ e vez troet al lezennoù e manaveg.

Armerzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gwechall e veve an enezidi diwar allabour-douar hag arpeskerezh. Hiziv c’hoazh ez eo brazik a-walc’h pouez argennad kentañ en enez, met evit magañ an enezidi eo nemetken. Diwar antouristerezh hag arbankerezh e vev Enez Vanav bremañ. Gant he saviad politikel, koulz erRouantelezh-Unanet hag enUnaniezh Europa, eo deuet an enez da vezañ ur meniparadoz kemedel, gant e-leizh a gompagnunezhioù eus Europa a zeu d’en em staliañ eno. Gant se e kresk buan prizioù an tiez hag an douar, diwar-goust an dud genidik eus an enez.

Un drederenn eus poblañs an enez a zo o chom er gêr-bennDouglas (Doolish).

Gouarnamant

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Stag ouzh Kurunenn Breizh-Veur eo an enez, met ur reizhiad politikel dezhi hec'h-unan he deus. ArRouantelezh-Unanet zo e karg eus difenn an enez hag an darempredoù etrebroadel. Evit kement tra a denn d’ar vuhez diabarzh emañ ar galloud gant parlamant an enez. Dileuriet eo rouanez (pe roue) ar Rouantelezh-Unanet gant ulLetanant gouarnour hag a zo degemeret gant ar parlamant, anTinvaal (Tynwald). GantLez Uhel Torgenn Tinvaal (High Court of Tynwald Hill/Ard-whaiyl Tinvaal) emañ ar galloud lezennel. Enni ez eus div gambr : an House of Keys/Chiare as Feed, gant 24 ezel dilennet gant mouezhiadeg an holl, hag al Legislative Council/Yn Choonceil Slattyssagh, ennañ unnek ezel dilennet e-touez ar re gentañ.

He moneiz dezhi he deus an enez : alLur Manavat, a zo par he zalvoudegezh da hini allur sterling.

Plakenn varilh Enez Vanav

Politikerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Daoust ma’z eus strolladoù politikel n'int ket gwall greñv ha tud dilennet war o anv eo an darn vrasañ eus izili ar parlamant.

Ur strollad politikel,Mec Vannin, a c’houlenn e teufe an enez da vezañ urrepublik dezhi ur riegezh vroadel leun. Ur Strollad al Labour zo ivez, distag diouzhStrollad Labour Breizh-Veur. D’ur poent e oa ivez ur Strollad Broadel Manavat hag ur Strollad Komunour Manavat. Ar c’haozioù politikel pouezusañ a denn d’ar plas zo gant gennad an arc’hant hag ar bankoù war an enez, da briz an douaroù hag an tiez ha d’armanaveg. An darn vrasañ eus izili House of Keys/Chiare as Feed n’int ezel eus strollad ebet (votadeg 2006), unan anezho zo ezel eusStrollad al Labour Manav ha daou zo izili eus anAlliance for Progressive Government, ha daou all eus ur strollad nevez anvetLiberal Vannin Party.

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • (dindan renerezh) Tadhg O hIfearnáin,L’Île de Man – Enez Vanav, Skol-Uhel ar Vro, 1998.
  • Godfrey Baldacchino & David Milne,Lessons from the political economy of small islands. The resourcefulness of jurisdiction, Macmillan, 2000 (Åland, Faero, Island, Manav, an Douar-Nevez, Enez ar Priñs Edward)
  • Edward Faragher,Ma buhez en Enez Vanao, troet gant P. ar Besko, Emgleo Breiz, 2006.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]


g  ka  ke
Keltia
AsturiesBro-SkosBreizhEnez-VanavGalizaIwerzhonKembreKernev-Veur
Gwelout ivez :Ar GeltedOghamYezhoù keltiekRouantelezhioù brezhonEnez VreizhGalia


g  ka  ke
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth)
Stadoù dizalc'h
Antigua ha BarbudaAostraliaBahamasBangladeshBarbadosBelizeBotswanaBruneiDominikaEswatiniFidjiGambiaGhanaGrenadaGuyanaIndiaJamaikaKamerounKanadaKiprenezKenyaKiribatiLesothoMalawiMalaysiaMaldivezMaltaMorisMozambikNamibiaNauruNigeriaOugandaPakistanPapoua Ginea-NevezRouantelezh UnanetSant Kitts ha NevisSantez LusiaSant-Visant hag ar GrenadinezSamoaSechelezSierra LeoneSingapourInizi SolomonSri LankaSuafrikaTanzaniaTongaTrinidad ha TobagoTuvaluVanuatuZambiaZeland-Nevez
Tiriadoù emren
Rouantelezh UnanetAkrotiri ha Dhekelia (Kiprenez)AnguillaTiriad Antarktika Breizh-VeurBermudaInizi CaymanGeorgia ar Su hag Inizi Sandwich ar SuInizi Gwerc'h Breizh-VeurGwernenezJerzenezJibraltarInizi MaloùManavTiriad Meurvor Indez Breizh-VeurEnez MontserratInizi PitcairnSaint Helena, Ascension ha Tristan da CunhaInizi Turks ha Caicos
AostraliaTiriad Aostralian AntarktikaInizi Ashmore ha CartierEnez ChristmasInizi Cocos (Keeling)Inizi ar Mor KouralekEnez Heard hag Inizi McDonaldEnez Norfolk
Zeland-NevezInizi CookRoss Dependency (Antarktika)NiueTokelau
IndiaInizi Andaman ha NicobarLakshadweep
g  ka  ke
Stadoù ha tiriadoù ispisialEuropa
Unaniezh Europa(27 stad, holl ezel ivez eus Kuzul Europa)
Alamagn ·Aostria ·Belgia ·Bulgaria ·Danmark ·Estonia ·Finland ·Frañs ·Gres ·Hungaria ·Italia ·Iwerzhon · anIzelvroioù ·Kiprenez ·Kroatia ·Latvia ·Lituania ·Luksembourg ·Malta ·Polonia ·Portugal ·Roumania ·Slovakia ·Slovenia ·Spagn ·Sveden ·Republik Tchek
Banniel Unaniezh Europa
Banniel Unaniezh Europa
Kuzul Europa(47 stad)
Albania ·Andorra ·Armenia ·Azerbaidjan ·Bosnia-ha-Herzegovina ·Island ·Jorjia ·Liechtenstein ·Moldova ·Monako ·Montenegro ·Norvegia ·Makedonia an Norzh ·Rouantelezh-Unanet ·Rusia ·San Marino ·Serbia ·Suis ·Turkia ·Ukraina
Banniel Kuzul Europa
Banniel Kuzul Europa
Stadoùeuropat, er-maez eus Kuzul EuropaBelarus ·Vatikan
Stadeuropat ha n'eo ket anavezet gant an hollKosovo
Rannvroioùeuropat gant ur statud ispisialAkrotiri ha Dekhelia ·Åland ·Inizi Faero ·Gwernenez ·Jan Mayen ·Jerzenez ·Jibraltar ·Manav ·Svalbard
Stadoùeuropat, ha n'int ket anavezetAbc'hazia ·Sealand ·Osetia ar Su ·Treuznistria ·Republik Turk Kiprenez an Norzh
  1. A.L.F Rivet & Colin Smith :The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Manav&oldid=2133788 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp