Malki-Sedek[1] pe :Melkisedek[2] (hebraeg : מַלְכִּי־צֶדֶֿקmalkī-ṣeḏeq, "reizhded eo ma roue") zo un dudenn eus anTanac'h. Kinniget eo evel roue ha "beleg an Doue Uhel" pa vennigAvram e Gn.14 18-20.
Setu an destenn :
Ha Malki-Sedek, roueShalem, a zegasas bara ha gwin : hemañ a oa beleg an Doue Uhel. Hag ouzh e vennigañ e lavaras : "Benniget ra vo Avram gant an Doue uhel, krouer an neñv hag an douar ! ha benniget an Doue uhel, a zeroas da enebourien ez taouarn !" Hag e roas dezhañ an deog a bep tra.
Touet en deus an Aotroù, ha n'en devo ket a geuz : "te a zo beleg da viken e-giz Malki-Sedek"[4].
Meneget e vez gantPaol elLizher d'an Hebreed (7, 1 ha7, 11). Ar fed m'en dije roet Malki-Sedek profoù a beoc'h, bara ha gwin da Avram a vez gwelet gant an hengoun kristen evel ur rakskeudenn eus anEukaristiezh ha Malki-Sedek e-unan, beleg ha roue, evel ur rakskeudenn eus ar Mezias.
Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour en notenn a gaver p. 514 eus an Testamant Nevez embannet gantAl Liamm a-zivout Hebr7,1-3 :
"Melkisedek a zo meneget en destenn Sakr hep ano ebet eus e c'hourdadoù nag eus e varo, ar pezh a zo kontrol da voazioù ar Skritur a ro evit an dud vras, o lignez a-raok ha goude. Gant-se emañ Melkisedek, ar Roue-beleg, evel en diavaez d'an amzer, ha rakskeudenn ar C'hrist."
El liderezh katolik e reer meneg eus Malki-Sedek e Pedenn Veur I (kanon roman) an oferenn : "Taolit warno, ni ho ped, ur sell a garantez, hag evel m'hoc'h eus degemeret mat profoù o servijer Abel, an den just, sakrifis Abraham, hon tad, hag hiniMelkisedek, ho Peleg meur, degemerit amañ ar Sakrifis santel, ar Brofadenn dinamm."[5]