Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Malaysia

Eus Wikipedia
Malaysia مليسيا

Sturienn vroadel
Bersekutu bertambah mutu
"An unvaniezh eo an nerzh"
Kan broadel
Negaraku ("Ma bro")

3°08'00" N – 101°41'00" R
Dizalc'hiezh
• Diouzh arRU
(Malaya hepken)
• Kevredad

31 Eost1957

16 Gwengolo1963
Kêr-bennKuala Lumpur

Yezh ofisiel
• Skritur ofisiel
• Yezh anavet
Bahasa Melayu
Latin
Saozneg
Gouarnamant
Monarkiezh vonreizhel gevreadel
RoueIbrahim Ismail
PennmaodiernAnwar Ibrahim
Douaroniezh
Gorread
• Hollad
• Dour

330 803 km² (68vet)
0,36%
Poblañs31 981 392(Gouere 2017)[1]
Stankter97 ann./km²
Armerzh
KDP (PGP)
• Hollek
• Keitat
2017
$926,1 milmilion (27vet)
$28 900 (70vet)
FDD (2016)[2]0,789 uhel (59vet)

MoneizRinggit (RM) (MYR

Gwerzhid-eur
Eur hañv
UTC + 8
UTC + 8

Kod pellgomz+60
Kod Internet.my
Internet
(ms)(en)www.malaysia.gov.my

Malaysia zo urvonarkiezh vonreizhel kevreadel e GevredAzia. Trizek stad ha tri ziriad kevreadel a ya d'hec'h ober. Div rannvro vras zo, dispartiet gantMor Sina ar Su :Ledenez Malaysia ( anvetMalezia ivez), stag ouzh arc'hevandir haMalaysia Borneo en enezVorneo) ; "Malaysia ar C'hornaoueg" ha "Malaysia ar Reter" a vez graet anezho ivez.

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Menez Kinabalu

Un aridennad menezioù a-stur gant aod ar Gornaoueg zo el ledenez, ar penn uhelañ o vezañ Menez Korbu (2 180 m). Muioc'h er Reter ez eus un torosad ennañ Menez Tahan (2 187 m). Izeloc'h eo an torosennadur war-du ar Su.
Inizi zo a-da kavarout eo hed an aodoù , en emled a-hed 5 000 km. Kompezennoù ledan ha strujus zo war ribl aodoù ar Gornaoueg ; strisoc'h eo plenennoù ar Reter. Diouzh tu strizh-mor Malaka, e-talEnez Sumatra, ez eus geunioù ha mangrovennoù, da lavarout eo paletuvez uhel war o gwrizioù.
Alies e vez dourgresk er stêrioù da vare ar glaveier.
Menezioù uhel zo e Stadoù NorzhBorneo : Menez Kinabalu (4 175 m) ha Menez Murud (2 423 m), ouzh o zreid kompezennoù strizh a-hed an aod hag ur blaenenn c'heuniek.

Tost d'arc'heheder emañ Malaysia, setu e vez tomm ha glavek an amzer a-hed ar bloavezh. Gant avelioù karget a c'hlav o tont a bep eil e tiforc'her etre ar mareoù-bloaz.
Urgoadeg trovanel gleb a c'holo kreiz ar vro.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Adalek anIIIe betek anIIvet milved, e-kerzhNevezoadvezh ar maen eta, ez erruas war aodoù Norzh Borneo poblañsoù mongolianek – da lavarout eo o daoulagad moan – a gomze hep mar uryezh aostroneziat ; hendadoù ar pobladoùDayak ez int ; an hevelep tud a gomze uryezh monek-kmerek war ledenez Malaysia.
Eneil kantved kent JK e tiorroasmetalouriezh anhouarn hag anarem, a pezh a ziskouez e veze darempredoù kenwerzhel etreIndonezia ar Reter hagIndez-Sina an Norzh.

E deroù an amzervezh kristen e voe savet keodedoù war aodoù ledenez Malaysia ha re Borneo evit kenwerzhañ gantIndez haSina. Adalek arVIIvet kantved e voent dindan levezonImpalaeriezh Srividjaya staliet war Enez Sumatra ; indianekaet e oa an impalaeriezh, met gouzout a ouezas skignañ yezh hasevenadur ledenez Malaysia.

War-dro ar bloaz1400 e voe diazezetrouantelezhMalaka war al ledenez ; e1414 e voeislamekaet hag e ledanaas he levezon war ar rannvro en he fezh.
E1511 e voe dindan beliPortugal, hag e1641 e voe dalc'het gantHollandiz. Dilec'hiet e voe kreiz ar rouantelezh daJohor neuze, kent bout staliet enEnezeg Riau hag a zo unan eus proviñsoùIndonezia hiziv. E-keit-se e voe Stadoù malays Norzh ledenez Malaysia o tremen dindan pennaotrouniezhrouantelezh Siam.
RouantelezhBrunei, hag a oa anavezet gant Sinaiz abaoe anIXvet kantved, a rene ivez war Borneo ha Malaysia ar Reter evel m'emañ hiziv ; islamekaet e voe erbloavezhioù 1520, ha dizalc'h e chomas betek anXIXvet kantved.

E1786 e voe prenet enez Pulau Pinang gant arRouantelezh-Unanet ; e1795 e c'houzalc'hjont Malaka hag e1819 e prenjontSingapour, kement-se holl evit mestroniañ hent ar strizhoù-mor. Adal an tri ziriad-se, a anvjontStraits Settlements ("Trevadennoù ar Strizhoù-mor"), e ledanajont o levezonpolitikel hagarmerzhel ; adalek1874 betek1914 e sinjont feurioù-emglev gwarezveli gantsultanelezhioù al ledenez, en o zouez ul lodenn vat eus ar re hag o devoa anzavet beli rouantelezh Siam.
E-keit-se, ul lodenn eus an tiriadoù hag a oa bet e dalc'h Brunei a voe piaouet gant kompagnunezhioù breizhveurat prevez.

Eus1941 betek1945 e voe gouzalc'het Malaysia gantJapaniz. Kerkent goude, e1946, Breizhveuriz a savas Unaniezh Malaysia dre vodañ Malaka,Penang hag an 9 sultanelezh valays. Da Gevread Malaysia e troas an Unaniezh e1948, ha d'an31 a viz Eost1957 e voe roet e zizalc'hiezh dezhañ gant ar Rouantelezh-Unanet, gant ma chomje eKenglad ar Broadoù.

E1959 e voe disklêriet ar stad a zifrae er C'hevread en abeg d'ur gerc'hvell kaset gantkomunourien sinaat, ar pezh a badas betek1960.
E1963 e voe staliet Stad Malaysia, enni 11 Stad ar C'hevread kevret gant StadoùSabah haSarawak Borneo, ha Singapour ; e1965 en em dennas Singapour diouzh Malaysia.

Enep krouidigezh Stad Malaysia e savas Indonezia avat, ha brezel a voe etre an div Stad betek1966.

Abaoe he c'hrouidigezh e chom ur gudenn veur gant ar Stad, pa vez bresk bepred ar c'hempouez etre he fobladoù.
Eus1983 da2003, dindan gouarn ar pennmaodiern Tun Dr. Mahathir bin Mohamad e voe harpet argouarnamant gant un emglev etre ar strollad malay, an hini sinaat hag an hini indian ; adalek neuze ez a gwelloc'h an traoù, pa 'z eus bet divizet bodañ an nerzhioù-se evit diorroadur armerzhel Malaysia.
Etre2009 ha2018 e voe kendalc'het ar strivoù gantgouarnamant Mohamed Najib bin Abdul Razak, hag abaoe an10 a viz Mae 2018 ez eo Tun Dr. Mahathir bin Mohamad pennmaodiern Malaysia adarre.

Stadoù ha tiriadoù Malaysia

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • ██ Stadoù ha tiriadoù Malaysia
  • ██ Stadoù ha tiriadoù Malaysia
Kuala Lumpur :Sultan Abdul Samad Building
Kota Kinabalu : azeuldi Pu Tho Si

E ledenez Malaysia

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Unnek eus stadoù Malaysia, ha daou diriad, a zo lec'hiet el ledenez (kêrioù-penn etre krommelloù):

Stadoù
Tiriadoù kevreadel

E Borneo

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Div eus ar stadoù, hag un tiriad kevreadel a zo en enez Borneo (kêrioù-penn etre krommelloù):

Stadoù
Tiriad kevreadel

Poblañs ha kevredigezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Da 31 381 992 e save an niver a dud e Malaysia e2017.
Bumiputera ("Mibien an douar") a reer eus 61,7% anezho e 2017, da lavarout eo Malaysianed ha henvroidi : ar pobladoùOrang Asli,Dayak hagAnak Negeri ; dasparzhet eo an 38,3% a chom etre Sinaiz (20,8%), nann-keodediz (10,4%), Indianed (6,2%) ha tud all (0.9%).

Yezhoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kontet ez eus bet 134 yezh vev e Malaysia, en o zouez 112 yezh henvroat ha 22 yezh deuet a bellvro. Meur a yezh henvroat zo e Malaysia ar Reter,ibaneg hakadazaneg o vezañ ar re a vez komzet gant ar muiañ a dud.

Armalayeg(bahasa Melayu) eo aryezh ofisiel, hag anzavet eo arsaozneg ivez a-c'houde Istor Malaysia.
C'hwec'hyezh sinaek a vez komzet ivez :kantoneg,mandarineg,hokkieneg,hakkaeg,hainaneg hafuzhoueg. Yezhoù estren all a glever ivez digant Malaysianed :tamileg,telugueg,malayalameg,pandjabeg hataieg.

Relijionoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Anislam zo bet lakaet darelijion ofisiel e Malaysia, ma tisklêrias 61,3% eus ar boblañs bout muzulmat e2010.
Arvoudaegezh eo an eil relijion (19,8%), heuliet gant argristeniezh (9,2%) hag anhindouegezh (6,3%) ; relijionoù sinaat (konfusianegezh hadaoegezh a ya d'ober 1,3% ha 0,4% zo relijionoù all. Dizoue eo 0,8% eus ar boblañs, hag 1% eus an dud ne respontjont netra diwar-benn o relijion e 2010.

Oadoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Dasparzh an aodoù e Malaysia e 2017
DregantadMerc'hedPaotred
0-14 vloaz27,83%4 238 9914 493 084
15-24 bloaz16,81%2 598 9582 677 834
25-54 bloaz41,00%6 358 7626 507 499
55-64 bloaz8,27%1 277 5581 316 331
> 65 bloaz6,10%1 005 125907 850
Yaouank eo poblañs Malaysia, pa 'z eo 28,5 bloaz oad krenn an dud ; koshoc'hik eo ar merc'hed (28,8 vloaz) eget ar baotred (28,2 vloaz).
Da 1,37% e savas kresk ar boblañs e 2017.
En hevelep bloavezh e voe 19,1 ganedigezh dre 1000 den (85vet er bed).
Uheloc'h eo feur ar ganedigezhioù eget hini ar marvioù, pa voe 5,1 marv dre 1000 den e 2017 (192vet er bed).

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. (en)The World Factbook
  2. (en)Human Development Report


g  ka  ke
StadoùAzia
StadoùAzia

AfghanistanArabia SaoudatArmenia2Azerbaidjan1BahreinBangladeshBhoutanBruneiEgipt3Emirelezhioù Arab UnanetFilipinezIndiaIndonezia5IranIraqIsraelJapanJordaniaJorjia1KambodjaKazac'hstan1Kiprenez2KirgizstanKorea an NorzhKorea ar SuKoweitLaosLibanMalaysiaMaldivezMongoliaMyanmarNepalOmanOuzbekistanPakistanQatarRusia1Republik Pobl SinaRepublik Sina (Taiwan)SingapourSiriaSri LankaTadjikistanThailandTimor ar Reter4Turkia1TurkmenistanViêt NamYemen

Stadoù ha n'int ket anavezet :Nagorno-Karabac'h2

Tiriadoù gant ur statud dibar :Hong KongMakaoPalestina

1. EnEuropa evit un darn. 2. EnAzia e-keñverdouaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eusEuropa evit abegoù istorel ha sevenadurel.
3. EnAfrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù enOkeania. 5. EnOkeania evit un darn.



g  ka  ke
Monarkiezhoù ar Bed
Afrika:Eswatini° •Lesotho •Maroko

Azia:Arabia Saoudat°  •Bahrein* •Bhoutan° •Brunei° •Emirelezhioù Arab Unanet^ •Japan •Jordania* •Kambodja^ •Koweit* •Malaysia^  •Nepal •Oman° •Qatar° •Thailand 

Kenglad ar Broadoù (Commonwealth):Antigua ha Barbuda •Aostralia •Bahamas •Barbados •Belize •Grenada •Jamaika •Kanada •Papoua Ginea-Nevez •Rouantelezh UnanetSaint Kitts ha Nevis •Santez-Lusia •Sant Visant hag ar Grenadinez •Inizi Salomon •Tonga •Tuvalu •Zeland-Nevez 

Monarkiezhoùeuropean all:Belgia •Danmark •an Izelvroioù •Liechtenstein* •Luksembourg •Monako* •Norge •Spagn •Sveden •Vatikan (Sez Santel)°^

°monarkiezh absolut, *monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù
g  ka  ke
Aozadur Broadoù Gevred Azia (ASEAN)
BruneiBruneiBanniel KambodjaKambodjaBanniel IndoneziaIndoneziaBanniel LaosLaosBanniel MalaysiaMalaysiaMyanmarMyanmarFilipinezFilipinezBanniel SingapourSingapourBanniel ThailandThailandBanniel Viêt NamViêt Nam


g  ka  ke
Izili hag arsellerienAozadur ar C'hevelerezh Islamek (AKI)
Izili
Afghanistan · Albania · Aljeria · Aod an Olifant · Arabia Saoudat · Azerbaidjan · Bahrein · Bangladesh · Benin · Brunei · Burkina Faso · Djibouti · Egipt · Emirelezhioù Arab Unanet · Gabon · Gambia · Ginea · Ginea-Bissau · Guyana · Indonezia · Iran · Iraq · Jordania · Kameroun · Kazakstan · Kirgizstan · Komorez · Koweit · Liban · Libia · Malaysia · Maldivez · Mali · Maouritania · Maroko · Mozambik · Niger · Nigeria · Oman · Ouganda · Ouzbekistan · Pakistan · Palestina · Qatar · Senegal · Sierra Leone · Siria · Somalia · Soudan · Surinam · Tadjikistan · Tchad · Togo · Turkia · Tunizia · Turkmenistan · Yemen
Banniel AKI
Banniel AKI
Arsellerien
StadoùBosnia-ha-Herzegovina · Republik Kreizafrikan · Rusia · Thailand · Republik Turk Kiprenez an Hanternoz
Kumuniezhoù muzulmanTalbenn Dieubidigezh Broadel Moro
Aozadurioù etrebroadelAozadur Kenlabour Ekonomikel · Unaniezh Afrika · Kevre Arab · Luskad ar Broioù Didu · Broadoù Unanet
g  ka  ke
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth)
Stadoù dizalc'h
Antigua ha BarbudaAostraliaBahamasBangladeshBarbadosBelizeBotswanaBruneiDominikaEswatiniFidjiGambiaGhanaGrenadaGuyanaIndiaJamaikaKamerounKanadaKiprenezKenyaKiribatiLesothoMalawiMalaysiaMaldivezMaltaMorisMozambikNamibiaNauruNigeriaOugandaPakistanPapoua Ginea-NevezRouantelezh UnanetSant Kitts ha NevisSantez LusiaSant-Visant hag ar GrenadinezSamoaSechelezSierra LeoneSingapourInizi SolomonSri LankaSuafrikaTanzaniaTongaTrinidad ha TobagoTuvaluVanuatuZambiaZeland-Nevez
Tiriadoù emren
Rouantelezh UnanetAkrotiri ha Dhekelia (Kiprenez)AnguillaTiriad Antarktika Breizh-VeurBermudaInizi CaymanGeorgia ar Su hag Inizi Sandwich ar SuInizi Gwerc'h Breizh-VeurGwernenezJerzenezJibraltarInizi MaloùManavTiriad Meurvor Indez Breizh-VeurEnez MontserratInizi PitcairnSaint Helena, Ascension ha Tristan da CunhaInizi Turks ha Caicos
AostraliaTiriad Aostralian AntarktikaInizi Ashmore ha CartierEnez ChristmasInizi Cocos (Keeling)Inizi ar Mor KouralekEnez Heard hag Inizi McDonaldEnez Norfolk
Zeland-NevezInizi CookRoss Dependency (Antarktika)NiueTokelau
IndiaInizi Andaman ha NicobarLakshadweep
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Malaysia&oldid=2090347 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp