Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Mae

Eus Wikipedia
Genver ·C'hwevrer ·Meurzh ·Ebrel ·Mae ·Mezheven ·Gouere ·Eost ·Gwengolo ·Here ·Du ·Kerzu
Mae
1234567
891011121314
15161718192021
22232425262728
293031    


Mae eLes Très Riches Heures du duc de Berry,1486

Pempvet miz arbloaz eo mizMae hervez andeiziadur gregorian.

Gwechall e oad kustum, e meur a vro enEuropa, da blantañ ur « wezenn miz Mae » evit lidañ distro an delioù er gwez. EKontelezh Nisa e weled plac'hed ha paotred o « treiñ ar Mae » ouzh son arpif hag andaboulin, da lavarout eo dañsal koroll-tro miz Mae en-dro d'ar wezenn plantet war leurgêr ar gêriadenn[1].

Krennlavaroù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • « Noz ar Wenngaouenn / Etre Mae ha Mezheven », diwar-benn noz diwezhañ ar miz[2].
  • « Da viz ebrel e kousk an ozac'h hag e vevel / Da viz Mae e lavar ar wreg d'ar vatez ober ivez. »[3]
  • « E miz Mae, re glaw bemdez ha re nebeud beb eil deiz nemed en noz e rafe. »[3](sic)
  • « Tarkouillen miz Mae a vez lazet gand ar re all. »[4](sic) ; *tarkouillen =targizhier.
  • « Da viz Mae, taol da chupenn e toull ar c’hae » (tommoc'h eo an amzer).
  • « E miz Mae, ar c’hezeg a daol o sae hag ar medisin a vez gae.
  • « Da viz Mae, ar mezeg a vez gae »
  • « Da viz Mae e lamm ar segal dreist ar c'hae »
  • « Da viz Mae, taol da chupenn e toull ar c'hae »
  • « Digant kala Mae goulennet / Pe da zeiz e teuy Nedeleg / Ha mar ne gredit ket c'hoazh / Goulennit da sant Jerman bras »[5]
  • « E miz Mae / Ar c'hezeg a daol o sae / Ar segal a lamm dreist ar c'hae »
  • « E miz Mae / Kanab gae »
  • « E miz Mae glav bemdez zo re, re nebeut bep eil deiz »
  • « Hanter Mae dilost goañv / Hanter miz Even el lakaan »
  • « Pa vo barvoù kelvez e miz Mae / Kalon an ijuler a vo gae »[6]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. (en)Koroll-tro miz Mae
  2. Devri
  3. 3,0 ha3,1Jules Gros,Le Trésor du Breton parlé, levrenn 3, Librairie Bretonne Giraudon,Barr-Heol,1974, p. 324.
  4. Jules Gros, p. 306.
  5. Jerman : 31/07 ; atav e vez an 01/05, an 31/07 hag ar 25/12 d'an hevelep deiz er sizhun (d'ur Merc'her e 2019).
  6. Ijuler : uzurer.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Mae&oldid=2086063 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp