Poltred ur vaouez yaouank e noazh, marteze badaouet, harzet gant ur paotr er jañglenn.Ezskej ur vaouez yaouank enOubangui-Chari e penn kentañ an XXvet kantved.
Armac'hagnerezh reizhel benel a vez graet eus an holl obererezhioù graet evit tennañ ul lodenn euskourzh ar merc'hed. Ar boazioù-se a gaver en Afrika, Azia ha Reter-nesañ. Heuliañ a ra ivez ar fiñvoù denel, ha kavet e vez hiziv-an-deiz e lec'hioù ha na oant ket boaz gant an doareoù-se (Europa, Stadoù-Unanet Amerika da skouer)[1]. AnUNICEF a lak war-wel e vije bet evit ar bloavezh 2016 war-dro 200 milion a vaouezed gouzañverezed e 30 bro (27 enAfrika,Indonezia,Kurdistan Irak haYemen). Ar merc'hed oadet a 14 vloaz pe nebeutoc'h a zo 44 milion eus an hollad mac'hagnet[2].
Pannell-hent a-enep an ezskej, warni skrivet "Harz d'ar mac'hagnerezh ouzh ar merc'hed. Dañjerus eo evit o yec'hed" en Ouganda, e 2004.
Disheñvel eo an oberiadurioù mac'hagnerezh reizhel benel hervez ar strolladoù pe kornioù-bro. Gellout a ra bezañkleizennañ pe troc'hañ anellig en he fezh. Bezañ ez eus ivez eus an ezskej (troc'hañ armuzelloù) betek gwelet ar muzelloù gwriet. Ar mac'hagnerezh reizhel benel na zegas ket mat e-mod ebet evit ar yec'hed. Degas a reont kudennoù lies d'ar gouzañverezed evel kolloù gwad e-pad ha goude ar mac'hagnañ, bilimadurioù troazhañ, kudennoù reizhañ, poanioù dibad, diskenn ar c'hoant reizh ha kudennoù e-pad argwilioudiñ. Dre an doareoù da gas an obererezhioù da benn mac'hagnañ-se e varv ul lodenn eus ar vaouezed e-pad pe nebeut amzer goude.
En desped d'ar poanioù ha marvioù, degaset gant ar mac'hagnerezh reizhel benel ez eus tud er broioù diorreet o tifenn an doareoù-se d'ober dre ma vefe un doare da zoujañ da hengounioù tud a orin all, memes er broioù e-lec'h ma ne oa ket graet seurt mac'hagnañ(Daveoù a vank). E 2016 ne oa nemet 30 bro hag o doa sifroù ofisiel war ar mac'hagnerezh reizhel benel.
An denoniour stadunanat Eric Silverman en doa skrivet e 2004 e oa deuet ar mac'hagnerezh reizhel benel da vezañ « un dalc'h reizhek deuet war-wel e-kreiz anantropologiezh a-vremañ ». Lod denoniourien o deus bet tamallet d'ar stourmerien enebet d'ar mac'hagnerezh reizhel benel da vezañ "trevadennerien sevenadurel". Enebet e oa bet dezho da vezañ tud gant ur skiant a-vat ispriziet o nac'hañ diaz gwirioù hollvedel Mab-Den. Evit ar re a-sav a-du gant ar mac'hagnerezh ez eo chomet ar re enebet hep kemer e kont an endroadur sevenadurel lec'hel, o klask tamalañ drouk ar gerent a vefe stanket gant an hengounioù.