Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Pattern 1914 Enfield

Eus Wikipedia
(Adkaset eusM1917 Enfield)
Arabat eo droukveskañ gantLee-Enfield.
Pattern 1914 Enfield
M1917 Enfield
Skeudenn ar pennad Pattern 1914 Enfield

Ur fuzuilhPattern 1914 Enfield kinniget e mirdi an arme eStockholm (Sveden)
Kinnig
BroBanniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet
Banniel Stadoù-Unanet AmerikaStadoù-Unanet Amerika
DoareFuzuilh
Mont en-droTennata dre zorn, dre vorailh
Munision.303 British
.30-06 Springfield (stumm SUA)
7 × 57 mm Mauser (stumm Remington 1934)
7,92 × 57 mm Mauser (stummoù kemmet en Europa da varebrezel Spagn)
ProduerienWinchester Repeating Arms Company
Remington
Eddystone Arsenal
Mare produiñ1915-1917 (Pattern 1914)
1917-1919 (M1917)
Pouez ha muzulioù
Mas4,250 kg
Hirder1.175 mm
Hirder ar c'hanol660 mm
Perzhioù all
Hed-tenn efedus730 m
Tizh mont e-maez ar boledoù725 m/s
Endalc'hKarger diabarzh 5 kartouchenn karget gant ul laonenn-gargañ (6 kartouchenn e .30-06 Springfield)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hallC

ArPattern 1914 Enfield zo urfuzuilh-vorailhbreizhveurat implijet a-nebeudoù gant arBritish Army, ha gantarme ar Stadoù-Unanet dindan an anvM1917 Enfield, e-pad arBrezel-bed Kentañ dreistholl.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Un nebeud bloavezhioù a-raok ar Brezel-bed Kentañ e soñje da bennoù zo e arme ar Rouantelezh-Unanet ne oa ket efedus ar fuzuilhoùLee-Enfield SMLE. Ur fuzuilh-vorailh, diazezet he gwikefre war reoùMauser, a voe savet hag anvetP13 (evitPattern 1913). Kambret e oa evit urmunision nevez ha galloudusoc'h, an.276 Enfield, a oa sañset kemer plas an.303 British[1]. E deroù ar brezel e vankas buan armoù-skoaz d'ar vro : divizet e voe adkambriñ ar P13 e .303 British, ha lakaat ober anezhi erStadoù-Unanet dindan an anvPattern 1914, peP14. Adalek 1915 ha betek 1917 e voe produet eno gantWinchester,Remington hagarsanailh Eddystone, ur rann eus Remington[2]. Ar stumm-mañ a voe implijet war an talbenn, lod anezhe en ur stummfuzuilh-resisted gant ullunedenn.Herbert W. McBride, ur soudardkanadian hag a rae gant ur Pattern 1914 Enfield, a voe e-touez ar re gentañ o skrivañ ul levr diwar-benn an taktikoù ijinet pe gwellaet gant arsniperien da vare ar Brezel-bed Kentañ[3].

Ar stumm stadunanat M1917 Enfield

Stumm M1917 Enfield

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pa erruas ar Stadoù-Unanet er brezel e 1917 en em gavjont gant ar memes kudenn, pa oa re izel an niver a fuzuilhoùSpringfield M1903 gante. Divizet e voe neuze lakaat an tri embregerezh da broduiñ ur stumm eus ar Pattern 1914 anvetM1917 Enfield, dezhañ ar c'halibr.30-06 Springfield hag un nebeud kemmoù[2].

Goude ar Brezel-bed Kentañ

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Padout a reas implij ar fuzuilh betek kreiz an XXvet kantved, evel da vareBrezel Spagn, hag enEil Brezel-bed, etre daouarn anHome Guard pe arForces Françaises Libres da skouer. Ur stumm e7,92 × 57 mm Mauser a voe produet gant Remington e 1934.

  • Soudarded Batailhon Partizaned Sakala (hiziv-an-deiz Eil Brigadenn Troadegiezh Estonia) gant fuzuilhoù Pattern 1914, war-dro 1939-1940
    Soudarded Batailhon Partizaned Sakala (hiziv-an-deizEil Brigadenn Troadegiezh Estonia) gant fuzuilhoù Pattern 1914, war-dro 1939-1940
  • Izili an Home Guard o vezañ stummet war implij an arm
    Izili anHome Guard o vezañ stummet war implij an arm
  • Ur soudard saoz o pleustriñ gant ur stumm sniper eus ar P14 (27 a viz Gouere 1944, Normandi)
    Ur soudard saoz o pleustriñ gant ur stumm sniper eus ar P14 (27 a viz Gouere 1944,Normandi)

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • (en) Bruce N. CANFIELD,The U.S. Model 1917 Rifle, Andrew Mowbray Publishing Inc., 2024, 300 p.,ISBN 9781931464925

Daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh),Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 155
  2. 2,0 ha2,1(en) POPENKER Maxim,P14 (Pattern 14) / M1917 Rifle (lennet d'ar 24/02/2025)
  3. (en) McBRIDE Herbert W.,A Rifleman Went to War, 2015, 314 p.,ISBN 978-1517731823
g  ka  ke
Armoù hiniennel anU.S. Army enEil Brezel-bed hag eBrezel Korea
Pistolennoù harevolverioù
Fuzuilhoù hakarabinennoù
Pistolennoù-mindrailher
Greunadennoù
Fuzuilhoù flour o c’hanol
Mindrailherezioù hag armoù brasoc’h o c’halibr
Munisionoù
Armoù gwenn
 Stag eo ar bajenn-mañ ouzhPorched an Armoù-tan
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Pattern_1914_Enfield&oldid=2140784 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp