Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Mário Soares

Eus Wikipedia
Mário Soares e 1978

Mário Alberto Nobre Lopes Soares, anvezetoc'h evelMário Soares, (distaget [ˈmaɾiu suˈaɾɨʃ] e portugaleg ; 7 a viz Kerzu 1924 – 7 a viz Genver 2017) a oa urpolitikourportugalat, alvokad, istorour ha kelenner.

A-raok adsav andemokratelezh e Portugal e vevas en harlu e deroù arbloavezhioù 1970. Da neuze e voe o kelennportugaleg eskol-veur Breizh-Uhel eRoazhon. D'an 19 a viz Ebrel 1973 e voe anvet da bennsekretourStrollad Sokialour Portugal, savet en harlu, eBad Münstereifel, enAlamagn. E 1974 e teuas da vezañ Ministr an Aferoù Diavaez er gouarnamant demokratel nevez-savet. Kentañ Ministr Portugal e voe eus 1976 da 1978 hag eus 1983 da 1985, ha prezidant ar vro e voe etre1986 ha1996. Eus 1999 betek 2004 e oa kannad eParlamant Europa.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Mário_Soares&oldid=1801834 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp