Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Lukian Samosata

Eus Wikipedia
Lukian Samosata, engravadur gant William Faithorne
Munud

Lukian Samosata (henc'hresianeg : Λουκιανός ο ΣαμοσατεύςLoukianós o Samosatéfs ;latin :Lucianus), bet ganet war-dro125 ha marvet war-lerc'h180, a oa urretorikourasiriat, da lavarout eoaramaeger a orin, hag ur skrivagner henc'hresianekk. Fent ha flemm ha gaver en he skridoù. Kizellañ|Kizeller]] e vije bet ivez, ha beajiñ a reas dre anImpalaeriezh roman.

Beuzet e voe bro e gavell gant ar stankellAtatürk e1989.

Buhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

N'eur ket evit gwiriañ kement tra a zo bet kontet diwar e benn. Eñ a lavare e oa ganet eSamosata, e rouantelezhKommagene, a oa bet enteuzet en Impalaeriezh roman, hag a oa ur rann eusSiria. Lakaet e oa bet da zeskiñ ar c'hizellañ gant breur e vamm, met paouez a reas adalek ar gentel gentañ.

En e oberenn e lavar bout sirian[1] asirian ha "barbar", da ziskouez marteze e oa "eus ar boblsemitek ha n'eo ket eus an Hellaziz a oa deuet da chom da Samosata"[2].

Oberennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

N'en deus ket gallet skrivañ ar 80 oberenn lakaet war e gont alies. Arnodskridoù, divizoù fentus, flemmus atav, hanter-hent etre an divizprederouriezhel hag ar gomedienn, zo deuet a-zindan e bluenn : 150 dornskrid en holl zo bet lakaet war e gont.

Kentañ embannadur e oberennoù a voe graet eFirenze e1499. Anavezet eo dreist-holl :

  • Istor Gwirion, ur seurt romant ma'z a da veajiñ d'alloar ;
  • Divizoù an Doueed, ha Divizoù ar Re Varv ;
  • Dvizoù ar Re varv ;
  • Amores hagAn Azen, lakaet war gont Lukian, a vez gwelet evel oberennoù tud all.
  • Dizemglev zo ivez diwar-benn piv eo oberourDe Dea Syria ("Diwar-benn an doueez siriat").

Ur bern divizoù en deus skrivet evit godisat ar brederourien, en un doare tost da hini ar gineien. Seurtoù poelladennoù retorik a skrive ivez, evelMeuleudi d'ar Voalded,Meuleudi d'ar gelienenn, ha re all. Heklev oberennoù Lukian a glever enOperette morali ("Oberennoùigoù buhezegezhel") gant Leopardi.

Tud evel arSuis Pierre Versins zo bet betek gwelout en e Istor gwirion, ma ya da veajiñ d'al loar, tad ar romantoùskiant-faltazi[3], goude ma n'eo nemet un danevell farsus hep tamm skiant ennañ. Gant ar skrid-se bepred e voe levezonet meur a oberenn, en o zouezHistoire comique des États et Empires de la Lune gantCyrano de Bergerac haMicromégas gantVoltaire.

An oberennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Titloù e galleg peurvuiañ, hervez an troidigezhioù diwar ar skridoù orin.

  • ' Meulgan d'ar gelienenn
  • Ar poltredoù
  • Diviz an doueed
  • Alcyon ou la métamorphose
  • Aleksandr pe ar falsdiouganer
  • An hunvre
  • Anacharsis ou les gymnases
  • Apologie pour ceux qui sont aux gages des grands
  • Ar Pesketaer pe ar re savet a varv da vev
  • Ar Spazh
  • Charon ou les contemplateurs
  • Contre un ignorant bibliomane
  • De l'astrologie
  • De la danse
  • Demonax
  • Dialogues des morts
  • Dialogues marins
  • Diwar ur ranndi
  • Diwar-benn an aberzhoù
  • Diwar-benn ar c'hañv
  • Erotes
  • Eus ar goularz hag eus an elerc'h
  • Evit ar poltredoù
  • Harmonide
  • Hermotinus pe ar sektennoù
  • Hippias ou le bain
  • Histoire véritable
  • Icaroménippe ou le voyage au-dessus des nuages
  • Jupiter confondu
  • Jupiter tragique
  • La Double accusation ou les jugements
  • La Traversée ou le tyran
  • Le Fils déshérité
  • Le Maître de rhétorique
  • Le Menteur d'inclination ou l'incrédule
  • Le Parasite
  • Le Pseudologiste
  • Le Scythe ou le proxène
  • Le Songe ou le coq
  • Le Tyrannicide
  • Le jugement des voyelles
  • Les Amis du mensonge ou l'incrédule
  • Les Sectes à l'encan
  • Lexiphane
  • Lucius pe an azen
  • Ménippe ou la necyomancie
  • Nigrinus pe poltred ur filozofer
  • Penaos eo ret skrivañ an istor
  • Phalaris
  • Prométhée ou le Caucase
  • Préface ou Bacchus
  • Préface ou Hercule
  • Qu'il ne faut pas croire légèrement a la délation
  • Sur ceux qui sont aux gages des grands
  • Sur une faute commise en saluant
  • Timon de Phlionte|Timon]] ou le misanthrope
  • Toxaris ou l'amitié
  • Zeuxis pe Antiochus
  • Herodotos pe Ætion
  • À un homme qui lui avait dit : tu es un Prométhée dans tes discours

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. (en)Harmon, A. M. "Lucian of Samosata: Introduction and Manuscripts." e-barzh Lucian,Works. Loeb Classical Library (1913)
  2. Keith Sidwell,Introduction to Lucian: Chattering Courtesans and Other Sardonic Sketches (Penguin Classics, 2005) p. xii
  3. Pierre Versins (Encyclopédie de l'utopie, des voyages extraordinaires et de la science-fiction, 1972), Jacques Van Herp (Panorama de la science-fiction, 1973), Jacques Sadoul, (Histoire de la science-fiction moderne, 1974), Jacques Baudou (La science-fiction, 2003)
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lukian_Samosata&oldid=2129707 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp