Bez e oa unan eus tri breur an impalaer. Servij a reas en arme c'hall, ha gant e vreur Napoleon edo enEgipt. Anvet e voe da jeneral da 25 bloaz, en desped dezhañ un tamm war a seblant, en abeg d'e vreur en un doare splann.
E vreur en devoa c'hoant da gaout ur gouarnour ha netra ken, nemet ne fellas ket da Luigi bezañ ur roue didalvoud. Kemer a reas an anvLodewijk I, klask a reas deskiñnederlandeg ha bezañ ur roue sirius ha dizalc'h. Kement-se ne blijas ket d'e vreur a redias anezhañ da zilezel e garg en1810 a-raok aloubadeg an arme c'hall.
Ne gare ket Napoleon gwelout e vreur o lakaat interestoù e rouantelezh nevez da dremen dirak re Bro-C'hall. Koulskoude en doa pleget betek serriñ porzhioù-mor Holland ouzh listri Breizh-Veur, goude ma oa noazus ouzh ekonomiezh an Izelvroioù.
Kentañ abeg imor an impalaer e oa e nac'hidigezh da sevel soudarded da vagañ armeoù Napoleon, a c'houlenne 40 000 soudard diwar 2 vilion a dud. Eil abeg an dizemglev e oa e nac'hidigezh da zigreskiñ dle ar stad, rak rivinet e vije bet e-leizh a dud.
Fall e troas an traoù e1809 pa zilestras ar Saozon enenez Walcheren ha pa voe kemeret gante kreñvlec'hBath, ha digor an hent dirake trema porzh brasAntwerpen. Dont a reas Luigi a-benn da herzel an armeoù saoz, a eas da fall gant an derzhienn, hag adkemer a reas ar c'hreñvlec'h zoken. Met lavarout a reas Napoleon e oa un den divarrek, dre m'en doa nac'het outañ aozañ ar servij soudard dre ret war zigarez ne oa pezh a felle d'ar bobl, hag abalamour da se emezañ, e oa bet aloubet an Izelvroioù gant ar Saozon.
Klask a reas Napoleon lubaniñ e vreur o kinnig dezhañ bezañ roue eSpagn, met nac'h a reas Luigi. Neuze e tivizas an impalaer kemer ar galloud e-unan. En hañvezh1809 e c'hourc'hemennas da Luigi dont da Bariz. Eno, goude mizvrezhioù o tabutal, e rankas sinañ un emglev a roe da Vro-C'hall kreisteiz e rouantelezh. En1810 e tistroas Luigi da Holland. Nebeudik goude e krogas an armeoù gall da laoubiñ kêrioù kornok ar vro. Neuze e komprenas e oa kollet an abadenn. Hep goulenn aotre e vreur bras e tilezas ar gurunenn, a roas d'e vab yaouank,Napoléon-Louis Bonaparte, a voe roue un nebeud deizioù, hag e tec'has daVienna. Neuze e voe staget Holland ouzh an Impalaeriezh c'hall.
Karantez etrezo ne oa ket, met plegañ da youl an impalaer a rankjont ober.
Dizemglev a voe buan etrezo, hi ne blije ket anIzelvroioù dezhi. Distreiñ a reas da Bariz. Tri bugel o devoe koulskoude, goude ma lavare e-unan ne oa ket sur da vezañ tad dezho:
Napoléon Charles Bonaparte, ganet d'an10 a viz Kerzu1802, a oa da vezañ roue war-lerc'h e dad, nemet mervel a reas da 4 bloaz hanter.
Napoléon-Louis Bonaparte, ganet d'an11 a viz Here1804. Pa varvas e vreur henañ e voe anvet da briñs roueel Holland. Lakaet e voe da roue evelLodewijk II e-pad ur sizhun, entre dilez e dad hag aloubadeg an Izelvroioù gant armeoù Napoleon. Mervel a reas d'ar17 a viz Meurzh1831 enItalia.