Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Ludu

Eus Wikipedia
Ur voestad ludu
Ludu war-lerc'h tan kamperien

Alludu eo an danvez tanav a chom goude deviñkoad,glaou,geot,butun.

Al ludu diwar anoaled a vez datumet gant ur paliked. En tier pinvidik e veze lakaet ur plac'hig da naetaat an oaled ha da zastum al ludu. Diwar al labour-se e teu an anv hag ar vojennLuduennig.

Labour-douar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez al ludu diwar koad ha geot da demzañ an douar gant al labourerien-douar. Met an anv ludu a vez roet ivez da zanvez kimiek ha n'eo ket naturel a-wechoù.

Ludu korfoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Deviñ korfoù an dud varv a vez graet e meur a relijion. Dastumet e vez al ludu e podoù, ha strewet a-wechoù.

Brudet eoKeith Richards da vezañ butunet ludu e dad.

Relijion

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Podad ludu roman, Iañ kantved goude JK.

Al ludu a oa arouez ar glac'har hag ar morc'hed er relijionoù kozh, ha kemeret e vent gant an dud da skuilhañ war o fennoù.

Indouad goloet e gorf a ludu


Wikeriadur
Sellit ouzh ar gerLudu er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Ludu&oldid=1473361 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp