Louiziana[2] a zo urStad esu arStadoù-Unanet, war lez kleiz ar stêrMississipi ha war ribloùPleg-mor Mec'hiko er su. 31vet stad brasañ SUA eo, hag ar 25vet brasañ e-keñver e annezidi (4 684 333 e 2017[3]).Baton Rouge eo e gêr-benn hagOrleañs-Nevez e gêr vrasañ. Brudet eo da vezañ ur vro ma komzer galleg, met bihan eo niver ar c'hallegerien.
E parrezioù eo rannet ar stad, pa eo rannet e kontelezhioù stadoù stadunanat all.
Ar saozneg a vez komzet gant an dud. Hervez niveradeg 2010 e oa 3,45 % eus an dud a gomze galleg, kreoleg pe cajun, pa oant 4,79 % en 2000, e-skoaz 3,30 % a gastilhanegerien.
E 2023 eo bet digoret ar skol dre soubidigezh kentañ e galleg cajun, e-kreiz takad ar meuriad indian Pointe-au-Chien.
Ergerzhet e oadiazad ha delta ar Mississipi gant René-Robert Cavelier de La Salle e1682. Diazezet e oaBiloxi gantPierre Le Moyne d'Iberville e1699. Diwezatoc'h e teuas da vezañ kêr-benn kentañ Louiziana.