Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Lostger

Eus Wikipedia
lostger
Iskevrennad euskenger Kemmañ
Entry in abbreviations tableਪ੍ਰਤ੍ਯ.,sfx,suff. Kemmañ
Enebet ouzhrakger Kemmañ

Eryezhoniezh e vez implijet an termenlostger (saoz:suffix) evit komz eus urmorfem stag implijet evelkenger staget ouzh diwezh urmorfempennañ, anvet arwrizienn, da skouer:

bras >brasder
kan- >kan

Bez e c'hellont bezañ berniet ivez a-wezhoù an eil war-lerc'h egile hag implijet war un dro gantrakgerioù, da skouer:

gall >galleg >gallekaat >dic'hallekaat

Perzh pennañ aryezhoù daspegel eo ar fed ma vez berniet gante meur agenger an eil war-lerc'h egile, en o zouez lostgerioù, da skouer

Meur a lostger ren-ouzh-renk
Turkeg
göz « lagad »
gözlük « lunedoù »
gözlükçü « un den a werzh lunedoù »
gözlükçülük « gwerzhañ lunedoù »
gözlükçülükte « gwerzherezh lunedoù »

Koulzsteroniel hakevreadurezhel a c'hell bezañ arc'hwel ul lost ger:

  • Arc'hwel kevreadurezhel

Bez' e c'hell ul lostger kaout un arc'hwel kevreadurezhel pa dalvez evitdeveradurezh ur ger all, da skouer:

Kemmañ rummad yezhadurel
Brezhoneg
sklaer (anv-gwan) >sklaerder
Merkañ anniver)
Brezhoneg
paotr >paotred
Displegadur ar verboù
Brezhoneg
kan- >kanan,kanez...
Displegadur an anvioù
Finneg
talo (nominativel) >talossa (inesivel)
« ti » > « en (un) ti »
  • Arc'hwel steroniel

Diouzh an tu all avat e c'hell ul lostger kaout un arc'hwel steroniel pa dalvez evit kemmañ ster ur ger, da skouer:

Kemm steroniel
Saozneg
red « ruz » (anv-gwan) >reddish « damruz »

Evit a sell ouzh implij arc'hengerioù e brezhoneg e talvez al lostgerioù evit kas da benn kemmoù kevreadurezhel peurliesañ keit ha ma talvez arrakgerioù evit kas da benn kemmoù steroniel, keñveriit:

Brezhoneg
Kenger kevreadurezhel: lostger
klev- >klevet
Kenger steroniel: rakger
klev- >heklev

Lostgerioù brezhonek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Setu amañ ul listenn eus arlostgerioù brezhonek, gant pennadoù diwar-benn pep hini.

Gwelit ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lostger&oldid=2131705 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp