Los Panchos, anavezet ivez evelTrío Los Panchos a oa ul laz kanerien eusMec'hiko savet er bloavezhioù 1940. Kanañ a raent kanaouennoù romantel, haboleros.
En em gavout a reas Los Panchos e 1944 eNew York. An tri ezel kentañ e oa Alfredo Gil ha Chucho Navarro, mec'hikaned anezho, ha Hernando Avilés eusPuerto Rico. An tri a sone gitar hag a gane.
En 1951, aet Hernando Avilés kuit, ret e voe kavout unan all en e lec'h : kemeret e voe Raúl Shaw Moreno, eus Bolivia, a oa nevez krog gant ar vicher. Met hennezh ne chomas nemet nav miz, re greñv e vouezh, ha ne blije ket d'ar selaouerien.
Goude-se, gant kanerien kemm-digemm, e voent gwelet en un hanter-kant film bennak e koulz oadvezh Aour Sinema Mec'hiko. Evel-se e tremenas Julio Rodríguez Reyes haJohnny Albino hag ar mec'hikan Enrique Cáceres Méndez, entre meur a hini.
En 1964, pa gane Johnny Albino, e teuas ur vaouez ganto.Eydie Gormé, anavezet dija eSUA, an hini a voe dibabet. Embannet e voe ar bladenn Great Love Songs In Spanish (Amor (albom Eydie Gormé ha Los Panchos)|Amor]], en spagnoleg). Berzh bras a rejont, ma tivizas ar gompagnunezh CBS ober re all : setu penaos e voe graet Cuatro Vidas haBlanca Navidad.
Singles