| Long rifle | |
|---|---|
UrKentucky rifle savet gant John Spitzer war-dro 1810 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Mousked rizennet e ganol |
| Mont en-dro | Un-tenn,platinenn-gailhastr da gentañ, platinenn-skeiñ adalek kreiz an XIXvet kantved |
| Kalibr | Eus .25 (6,35 mm) da .62 (15,75 mm) Peurliesañ etre .40 (10,16 mm) ha .48 (12,19 mm) |
| Produerien | Atalieroùarmerezh artizanel e reterNorzhamerika |
| Mare produiñ | Eus ar bloavezhioù 1700 betek dibenn an XIXvet kantved |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | Etre 3 ha 4,5 kg |
| Hirder | Etre 1.370 mm ha 1.778 mm (54' - 70') |
| Hirder ar c'hanol | Etre 812 mm ha 1.219 mm (32' - 48') |
| Hed-tenn pleustrek | 100 m War-dro 180 m etre daouarn un tenner mat |
| Lusk tennañ teorikel | Hervez an tenner, peurliesañ 2 denn/mn |
| Tizh o vont e-maez | Etre 360 ha 490 m/s |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | D |
AlLong rifle, anavezet dindan an anvioùKentucky rifle pePennsylvania Rifle ivez[1], a zo ur rummadfuzuilhoù-mousked produet e reterNorzhamerika adalek ar XVIIIvet kantved hag implijet eno betek dibenn an XIXvet kantved. Gwelet e vezont evel an armoù kentañ disheñvel diouzh reoùEuropa produet war ar c'hevandir-se, abalamour da elfennoù evel o hirder hag oc'halibr. An armoù rizennet kentañ produet un niver bras anezhe e voent e istor Mab-den ivez.
E deroù anXVIIIvet kantved en em gavas ePennsylvania enbroidi eus stadoùAlamagn a-vremañ. En em staliañ a rejont e kontelezhioù gorre ar stad dreist-holl, evel reoùBerkshire,York,Lancaster peChester. Evit ar chase e krogjont da broduiñ fuzuilhoù karget dre o beg heñvel ouzh ar re implijet gante en o bro orin, met azasaet ouzh ezhommoù Pennsylvania[1].
Miret e voe arrizennoù er c'hanol, met hiraet e voe kalzig : pa rae etre 75 ha 80 cm war ar braz eus an armoù-skoaz european, e voe lakaet da vezañ ouzhpenn ur metr. Kement-mañ a zegasas muioc'h a resisted hag a hed-tenn. Bihanaet e voe kalibr ar boledoù evit skañvaat pouez an dafar douget da vare ar chaseadegoù.Platinennoù-kailhastr a oa gant an holl Long rifles ; ar platinennoù-skeiñ a gemeras o flas e kreiz anXIXvet kantved. Dilezet e voe tamm-ha-tamm allammoù dezhe divjod tev modBavaria evit reoù eeun tostoc'h d'ar re vodern, ha brasaet e voe arpontigoù evit gwareziñ gwelloc'h andraenoù diouzh strouezh ar vro[1][2].
Priziet e oa al Long rifle gant ar chaseourien evit he resisted hag he hed-tenn. Implijet e voe ivez e brezelioù Norzhamerika e-pad daou gantved, en o zouez arbrezelioù gall hag indian (1754-1763), arbrezelioù indian (deroù arXVIIvet kantved - dibenn anXIXvet kantved),brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet (1775-1783),brezel 1812 etre SUA hag ar Rouantelezh-Unanet,dispac'h Texas (1835-1836), arbrezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet (1846-1848), emgannoù arBleeding Kansas (1854-1861) ha betekbrezel diabarzh ar Stadoù-Unanet (1861-1865). Dont a reas da vezañ diwar-lerc'h abalamour da ledanaat implij anarmoù-tennata e kard diwezhañ anXIXvet kantved.