Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Lombarded

Eus Wikipedia
Lombarded
historical ethnic group
Daveennoù douaroniel48°30′0″N 16°30′0″E Kemmañ
Map

Unan eus ar pobloùgerman e oa alLombarded peLangobarded (Langobardi enlatin, ha Lombardi war-lerc'h anVIIIvet kantved, nemet e kreisteiz Italia ma voe miret an anv Langobardi betek anXIIvet kantved).

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Erc’hentañ kantved e oant o vevañ etraoñienn arstêrElbe, ehanternozAlamagn hiziv. A orin e oant eus kreisteizLec'hlenn hervez o mojennoù meneget gantPaol Diagon enVIIIvet kantved.ErIVe kantved e oa pobloù all o tont eus arreter ha mont a reas al Lombarded war-zu arc’hreisteiz. Goude ur pennad en em ziazezjont ePannonia hag eNoricum (Aostria hagHungaria hiziv). Reiñ a reas animpalaer romanJustinian I an aotre dezho da chom eno e548, evelfoederati (pobl kevreet gant ar Romaned).E568, dindan ren o roueAlboin, e voe treuzet anAlpoù ganto hag aloubiñ a rejont hanternozItalia. Eno e voe savet urrouantelezh ganto, hag ePavia edo o c'hêr-benn.Goude se ez ejont pelloc’h war-zu kreiz ha su Italia, hep tagañ evelkentStadoù ar Pab nag arvor ar c’hreisteiz a oa e dalc’h anImpalaeriezh vizantat.Goude marv ar roue Alboin (war-dro570) e voe rannet o rouantelezh e36dugelezh. Ne oa ket unvan bro al Lombarded ken ha gwanoc’h en em gavent evit talañ ouzh tagadennoùKergustentin en un tu pe re arFranked en tu all.

Pa zeujont da Italia e oapagan darn eus al Lombarded, tra ma heulie lod all kredenngristenArius. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etre int hag arbibien. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag argatoligiezh.Gant ar pab e voe galvet arFranked d'e sikour enep dezho, ha trec’h e voe ar Franked, renet gantPepin Grenn, war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar pabAdrian I, ha trec’h e voent adarre. Goude trec'het ar roueDider Lombardia, gantKarl Veur, roue ar Franked, e voe roet d'an trec'hour kurunenn roue al Lombarded ePavia e774.

Lombardia

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Lonket e voe bro al Lombarded neuze enImpalaeriezh ar Garolingidi.Lezet o deus al Lombarded o anv d’ur rannvro vras e hanternozItalia a vez graetLombardia anezhi.

Kurunenn rouaned al Lombarded
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lombarded&oldid=2068090 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp