Order of the Holy Spirit,Order of Saint Michael,Order of Saint Louis
Present in work
A Little Chaos
Prantad
France in the early modern period
Deskrivet dre
King Louis XIV, King of France (1638–1715) as a Child,King Louis XIV (1638-1715) of France,King Louis XIV at the taking of Maastricht, 30 June 1673,Portrait of Louis XIV of France
Oberennoù zo en dastumad
Städel Museum,National Gallery of Art,Archives nationales
Statud e wirioù aozer
Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken
Loeiz XIVTachennoù dindan rouantelezh Bro-C'hall hag aloubadennoù eus 1552 da 1798Dileuridi eus ar stad o weladenniñ ar gale "la Réale" e-doug e savidigezh enarsanailhMarseille. Taolenn lakaet war gontJean-Baptiste de la Rose.Ar roue ha Colbert gantCharles Le BrunKartenn Amerika e 1681Banniel ar Roue-Heol
Loeiz XIV a renas e-pad 72 vloaz, hag eñ an hini eo ar stadrener en deus renet an hirañ warBro-C'hall. Bet eo ar c'hoshañ rieg gall zo bet, ha war un dro ar rieg en deus renet ar pellañ enEuropa a-bezh.
Dont a reas Loeiz XIV da vezañ roue un nebeud mizioù goude e bempvet deiz-ha-bloaz, met goude ur vinorelezh ma oa bet skoet-naet e spered gant emsavadeg arFronde (1648-1653), ne renas drezañ e-unan argouarnamant nemet adalek marv egentañ maodiern, ar C’hardinalMazarin, e1661. Biskoazh ne gemeras maodiern kentañ ebet goude ha goude marv evaodierned c'halloudus (Colbert (1683) haLouvois (1691) e renas muioc’h mui e-unan. E-pad e ren edo savidigezh unhollveliegezh roueela-berzh Doue en he barr, ha hi krog abaoe kantvedoù. Gwelout a reas e aotrouniezh o kreskiñ diharz pa dennas e vad eus diwezh emsavadegoù an noblañsoù, arbarlamantidi, arBrotestanted hag ar beizanted hag a rae o reuz er rouantelezh abaoe muioc’h evit ur c’hantved d’an nebeutañ.
Kresket en deus Loeiz XIV tachennad Bro-C’hall hag e c’halloudegezh en Europa. Ren a reas ar brezel hag an diplomatiezh diouzh e c’hoant e-pad meur a aridennad brezelioù european. Lakaat a reas kreñvaat ar c’hêrioù kemeret gantVauban a-hed an harzoù. Emañ o heuliañ politikerezh ar "prad karrez" a dres en-dro bevennoù ar vro. E c’houarnamant a glot gant ur striv diorroadur armerzhel, kenwerzhel ha trevadennel kaset en-dro gant e vaodiernColbert dreist-holl, hag a zo an tu armerzhel eus strivoù ar C’halloued evit bezañ ar re gentañ. E-doug e ren e oa erru Bro-C’hall er renk kentañ en Europa, pe dost, ha n’eo ket war tachenn ar brezel pe an ekonomiezh hepken met ivez war hini ar sevenadur a-drugarez da dud gwarezet gantmesenerezh ar roue, evel ar skrivagnerienMolière,Racine,Boileau, ar sonerLully, al livourienLe Brun haLe Nôtre. Lod all, muioc’h dizalc’h evel ar barzhLa Fontaine, ar prederourBlaise Pascal, anItron Sévigné,La Bruyère peSaint-Simon a reas ivez eus e ren barr arglaselezh c'hall. Ar vuhez speredel en he bleuñv a gresk sked Bro-C’hall, hini e yezh komzet en holl lezioù Europa hag evel just hini e roue. Komzet e vez eus "kantved Loeiz XIV", hag eñ bev c’hoazh, war batrom kantvedPerikles hag hiniAugustus, pe c’hoazh eus ar "c’hantved bras".
Unan eus oberennoù ar roue zo bet ivez e strivoù evit sevel ur stad kreizennet haghollveliek. Ren a ra anezhañ e-unan goude1682 adalekkastell Versailhez, zo bet savet war e urzh, hag a zeu da vezañ patrom meur a balez european. Eno e laka enoblañs lez, a redi da vevañ tost dezhañ, da vevañ hervez urreol a-zere kemplezh-kenañ. Loeiz XIV a vihanaas levezon arParlamantoù, mougañ a reas an emsavadegoù paizanted diwezhañ a-enep an tailhoù, ha derc’hel penn e-pad e ren ouzh arjañsenourien. Kemer a reas an diviz da derriñskrid-embann an Naoned (1685). Teñvalaet e voe diwezh e ren hir gant un heuliad emgannoù kollet, naonegezhioù marvus eus1693 betek1709, gant emsavadeg ar brotestanted a roas lañs davrezel ar Gamisarded, ha gant marvioù en e diegezh. Koulskoude, en desped d’ur feson da welet kozh, ne seblant ket e vije bet rivinet Bro-C’hall gant ar bloavezhioù diwezhañ-se evel ma veze lâret.
Deuet eo Loeiz XIV da vezañ patrom ar roue hollveliek.
TitlKentañ mab Bro-C’hall ha hini hengouneloc’hDaofin ar Viennois zo bet roet da Loeiz vihan. Anvet eoLouis-Dieudonné abalamour ma veze sellet ouzh e c’hanedigezh evel urburzhud. Tri bloaz warn-ugent a oa e oa ar rouantelezh o c’hortoz anezhi. Pell e oa ne grede ket ken e dad hag e vamm e c’hoarvezfe[2].
Daou vloaz goude ganedigezh Loeiz, e c'hoarvezas hiniFulup, anvetdug Anjou da gentañ hadug Orleañs goude. Gant an daou vugel e voe pellaet o eontr,Gaston Orleañs, diouzh an tron. Hemañ a oa un irienner-touet ha doujañ a raekardinal Richelieu, kentañ maodiernLoeiz XIII, ne renfe ur politikerezh a-du gant an noblañs hag gant anHabsbourged ma savje war an tron. Ganedigezh dic’hortoz Loeiz a oa un trec’h politikel evitRichelieu.
Pa varvas e dad ez eas ar bugel da roue gant anv Loeiz XIV. Evel ma ne oa ken pemp bloaz, e vamm,Anna Aostria, a zeuas da vezañrejantez. Choaz a reas arc’hardinal Mazarin evel kentañ maodiern, er c’hontrol eus ar pezh a oad engortoz, daoust ma oa kavet fall he choaz gant metoù politikel Bro-C’hall ar mare. Ne blije ket da galz tud gwelet un Italian, kenseurt feal daRichelieu, o ren Bro-C’hall.
Ouzhpenn e garg a vaodiern, Mazarin, paeron Loeiz XIV, a resevas digant ar rouanez, e miz Meurzh1646, ar garg da gelenn an daofin hag e vreur. Dont a reas da vezañ eta : « surintendant au gouvernement et à la conduite de la personne du roi et de celle de M. le duc d'Anjou ». En desped da strivoù an digelennerienn disheñvel a oa tutet evit reiñ kentelioùlatin,istor,matematik,italian hatresañ, Loeiz ne oa ket ur marc’h labour. Met, diouzh skouer Mazarin, an dastumer bras oberennoù arz, Loeiz XIV a blij dezhañ alliverezh, antisaverezh, arsonerezh ha dreis-holl andañs a oa ul lodenn a-bouez bras e deskadurezh un denjentil yaouank d’ar c’houlz-se : Lavaret e vez e veze Loeiz o pleustriñ an dañs war-dro div eurvezh bemdez adalek 7 betek 27 vloaz! Plijout a rae kalz dezhañ jiboesat ha c’hoaritripod ivez.
↑C.Carretier en deus jedet war eizh rummad, orin gwad Loeiz XIV : spagnol (36 %), gall (28 %), german (11 %) hag italian (8 %), ar peurrest zo slavat, saoz,savoazat ha lorenat (in F. Bluche,Louis XIV, Paris, Fayard, p 33).
↑Droug ennañ o klevet kement a dud a lez o komz eus ur "burzhud", Loeiz XIII en dije rebarbet "ne oa ket ken bras ur burzhud pa gousk ur pried gant e wreg e rafe ur bugel dezhi". (Claude Dulong,Anne d'Autriche, Gallimard).