E miz Meurzh880, en Amiens, ez eo rannet rouantelezh e dad : Loeiz a resevFrankia ar c'hornôg haNeustria, ha ren ha ra war un dro gant e vreurKarloman. Hemañ a resevBurgondia ar C'hornôg,Akwitania, haSeptimania (Cévennes, Corbières, Norzh ar Pireneoù gant Narbonne, Carcassonne, Béziers ha Nîmes).
Evit chom e peoc'h ha talañ ouzh tagadennoù anNormaned e rank an daou vreur en em glevet gant o c'hendervLoeiz Yaouank a c'houlennLotaringia ar c'hornôg o doa gounezet goudeskrid-emglev Mersen sinet d'an9 a viz Eost870. E deroù880 e oant rediet da reiñ ar vro-se dezhañ gantskrid-emglev Ribemont (Aisne). Ret eo dezhe ivez en em gannañ evit Burgondia p'emañ o goureontrBoson V o klask lakaat e grabanoù warni.
E miz Eost881,Loeiz III en-dro an alouberien viking en emgann Saucourt-en-Vimeu e lec'h ma vije bet lazhet tost da 8 000 Viking. Skoet e voe spered ar gempredidi gant an trec'h-se ha kement ma voe brudet evit pell gantSon Loeiz (arLudwigslied peRythmus Teutonicus)
Terriñ a reas e benn ouzh he skeiñ ouzh gourin un nor re izel pa o redek war-varc'h war-lerc'h merc'h ur Germund bennak. Beziet e voe d'ar5 a viz Eost 882 enSant Denez. Lezel a reas holl rouantelezhFrankia ar C'hornôg gant e vreurKarloman, evit nebeut amzer avat.