Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Loar

Eus Wikipedia
Loar☾
Doareennoù he c'helc'htro
Skin etre384 400km
Ezkreizennegezh0,0554
Prantad reveulziañ27,322 devezh
Stouadurcheñch a ra etre
28,60° ha 18,30°
Adplanedenneus anDouar
Doareennoù fizik
Treuzkizkeheder3 475 km
Gorread3,794×107km²
Mas7,348×1022kg
Mas volumek etre3,344×103 kg/m³
Gravitadur war he gorre1,62m/s²
Prantadtreiñsinkronek
Stouadur an ahela cheñch etre
3,60° et 6,69°
Albedo0,12
Tizh frankizadur2,38 km/s
Temperadur war he gorreizelañ 98K
etre 196 K
uhlañ 398 K
Doareennoù hec'hatmosfer
Gwask atmosferek3×10-10Pa
Heliom25 %
Neon25 %
Hidrogen23 %
Argon20 %
Metan

Ammoniak
Dioksidenn garbon

roudoù

AlLoar eoadplanedenn nemeti anDouar[1]. Pempvet brasañ loarennkoskoriad an Heol eo, hag an eildouesañ goudeIo, ul loarenn eusYaou[2]. Treiñ a ra tro-dro d'an Douar en un doare sinkronel, da lavaret eo e tiskouezh atav ar memes tu dezhañ. Kaoz eo dadre ha lañv ar morioù.[3]

384 402 km eo ar pellder kelc'htroel keitat etre an Douar hag al Loar. Hereveulzienn a bad 27.3 deiz. Furmet e vijet bet 4.51 miliard bloaz zo, nebeut goude an Douar. N'he deus ket nagaergelc'h, naghidrosferenn, namaez gwarellek koulz lavaret. Ur c'hwec'hvedenn eus hini an Douar eo he founnerder (0.1654g).

Evel eilkorf-egor goude anHeol hag a c'hall bezañ gwelet en oabl gant an dud, hag abalamour da gelc'hiad reoliek hearvezioù, eo bet atav al Loar un dave hag un awen evit an holl gevredigezhioù, en o yezh, reizhiad kalenderel, arz ha mojennoù.

Kelc'htro

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • An tu eus al Loar a c'haller gwelet eus an Douar
    An tu eus al Loar a c'haller gwelet eus an Douar
  • An tu eus al Loar na c'haller ket gwelet eus an Douar (an "tu kuzh")
    An tu eus al Loar na c'haller ket gwelet eus an Douar (an "tu kuzh")

Neuzioù al Loar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ul loariad

Loariad a vez graet eus ar prantad amzer ma ra al Loar tro an Douar (29.5 devezh). Neuzioù disheñvel a weler e-pad an amzer-se :

  • alloar nevez : pa ne vez ket gwelet. Ne vez ket gwelet e-pad an noz, treiñ kein a ra ouzh an Douar ha beuzet eo e sklêrijenn an Heol.
  • kresk-loar : prantad etre al loar nevez hag ar c'hann ma kresk dremm al loar bemdez.
  • alloargann, peloargant, pekann al loar : pa vez ront (troet eo he zu sklêrijennet gant an Heol war-du an Douar).
  • digresk-loar : prantad etre ar c'hann hag al loar nevez ma tigresk dremm al loar bemdez.

Gwechall e veze kredet he doa al loar galloud da dreiñ spered an dud: hiziv e ouzer e c'hall kaout levezon war speredoù zo(Daveoù a vank).

Studi hag ergerzh al Loar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
SkeudennBuzz Aldrin war leur al Loar e 1969.

Studiet eo al Loar gant ar program soviedelLuna hag an hini stadunanatApollo. Nijal a ra a-us dezhi al loarellLuna 2 e 1959. Kerzhout a ra an astraerienNeil Armstrong haBuzz Aldrin war he leur e1969. Studiet hag anavezet gwelloc'h eo geologiezh an adplanedenn. Er bloavezhioù 1990 eo dizoloet gant anNASA ez eus dour war al Loar e stumm skorn. Kaset eo adalek fin ar bloavezhioù 1990 sonterezioù egor gantSina,Japan hagIndia.

E miz C'hwevrer2024 ez eus bet kaset ur sonderez nevez gant an embregerezhamerikanIntuitive Machines. Kaset eo bet ar sonderezOdysseus gant ar pal kas astraerien all e 2026 gant an NASA[4].

Al Loar en arzoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Lennegezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Barzhoniezh
Romantoù ha danevelloù
Bannoù-treset

Filmoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Sonerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Sonerezh klasel
Sonerezh poblek

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée,ISBN 2-84398-249-9.
  • Ar Mareoù, Odile Guérin (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée,ISBN 2-84398-250-2, pp. 47-49.

Pennadoù kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Anvet e vezloar, ivez, kementkorf-oabl naturel a dro en-dro d’urblanedenn. Met en degouezh-se e kaver gwelloc’h ober gant an deveradurloarenn. Skrivet gant urbennlizherenn e vez kaoz atav eus adplanedenn an Douar.
  2. E-touez ar re a anavezomp o douester.
  3. Desachgravitadurel alLoar war dour anDouar a grou undasparzh dizingal eus an dour-se. Andour eus tu anDouar tostan eus alLoar a vo desachet e stumm ur vosenn eveldour an tu enep.
  4. (en) Jackie Wattles hag Ashley Strickland,Ur bazenn a-bouez zo gant kefridi istorel Odysseus evit tizhout gorre al Loar,CNN, 22 a viz C'hwevrer 2024

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar gerLoar er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Koskoriad an Heol
Planedennoù :Merc'herGwenerDouarMeurzhYaouSadornOuranNeizhan
Korrblanedennoù :CeresPloudon &C'haronErisMakemakeHaumeaQuaoar
Loarennoù pennañ :LoarPhobosDeimosIoEuropaGanymedeCallistoTitanTitaniaTriton
Traoù all :HeolGourizad asteroidennoùStered-lostekGourizad KuiperKoumoulennad OortDisk strewet
Gwelet ivez :Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol -Listennad asteroidennoù koskoriad an Heol
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Loar&oldid=2112316 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp