Llanfyllin zo ur gêr vihan, ur barrez hag urgumuniezh eusKembre, e hanternozPowys. Kêr vrasañ hanternozSir Drefaldwyn e oa ivez. Emañ nepell diouzh anAfon Cain, un adstêr d'anEfyrnwy, er c'hreisteiz da venezioùY Berwyn. Emañ er mervent daGroesoswallt.
A-gozh eo anavezet Llanfyllin abalamour d'ar feunteun vurzhudus a zo enni, "Fynnon Coed y Llanin". Gouestlet eo ar feunteun-se da sant Myllin, ha kontañ a reer e veze badezet tud gantañ eno erVIvet kantved[1] Gouestlet eo an iliz-parrez da sant Myllin ivez, ur sant hag a a vije deuet eus Iwerzhon, marteze. Hervez ar richenn emañ bez ar sant dindan aoter an iliz.[2]. Eus 1706 eo ar savadur a zo bremañ avat, hag an hanter vrasoc'h eget an iliz kentañ.
E 2011 e oa 1532 a dud o chom e kumuniezh Llanfyllin hag 505 anezho a oakembraegerien (34,1%)[3].