Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Liorzherezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ
Liorzhour amatour o labourat en e liorzh.

Un obererezh dudi gant implij barregezh evit lakaat arplant da greskiñ en ulliorzh eo alliorzherezh. Pal pennañ alliorzhour eo sevel un endro kenedus ha plijus, ur pall all a zo kaout boued (frouezh, legumaj ha plant frondus).

Graet e vez gant hiniennoù dreist-holl war-dro o zi. Ouzhpenn al liorzhoù a-dal d'an tiez e c'heller liorzhañ war doennoù (liorzh-toenn),atriomoù,balkonoù hapatiooù.
Ouzhpenn alliorzherezh-ti e kaver al liorzherezh evit takadoù glas, enno alliorzhoù publik, ar parkoù foran, al liorzhoù-louzawouriezh, arparkoù dudi, arzooioù, tro-war-dro alletioù haglec'hioù touristel all hag ivez a-hed anhentoù. N'eo ket mui hiniennoù a ra war-dro, met ur skipailh liorzhourien gopret. Evit lakaat plant da greskiñ war-dro arpoulloù hag argwazhioù e vez kaoz eus alliorzherezh-dour.

Posupl eo liorzhañ e diabarzh ur savadur (un ti, unti-gwer da skouer).Liorzherezh diabarzh e vez graet eus outi. Ret eo degas barregezhioù a-zoare pa lakaer plant da greskiñ en diabarzh ha staliañ sistemoùtommerezh pe sistemoù reizhañ an aer.

Liorzherezh ha liorzhouriezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pa vez anv eus liorzhañ e c'haller komz eus div obererezh kar met disheñvel. Al liorzherezh zo ur seurtgounezerezh hiniennel a zo e fal kaout ul liorzh dudius. Al liorzhouriezh zo ur skourr eus ar gounezerezh a zo e bal produiñ plant evit kaout boued, louzeier pe evit an dudi. Amatour eo an eil peurliesañ pa eo atav micherel egile.

Al liorzherezh en arz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Sell ouzh park a c'hiz Bro-Saoz kêrStourhead eWiltshire, eBro-Saoz.

E meur a sevenadur e vez pouezet war al liorzherezh evel un doare-bevañ ha prederiañ ivez. E Bro-Japan e veze ur varregezh priziet gant ar gadourienSamourai koulz ha gant arvenec'h eus ar skol-prederZen a sav liorzhoù kinklet dreist.
En Europa e kaver tri doare staliañ liorzhoù tro-war-dro d'ar c'hastellioù ha d'ar manerioù : alliorzh a c'hiz Bro-Saoz ,hini a c'hiz Bro-C'hall haghini a c'hiz Bro-Italia.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kavet eo bet roudoù al liorzherezh erRagistor ha meneget eo bet liorzhoù kenedusBabilon dindan anvLiorzhoù a-istribilh Babilon, unan eusSeizh Marzh ar Bed hervez an Henc'hresianed. Pouezus a oa al liorzhoù en Ejipt ivez. Ar roue Touthmosis III en doa krouet ul liorzh brudet e-kichen kêrKarnak, en Ejipt-huel. EnHenroma e veze priziet-tre al liorzhoù ken e veze kavet kantadoù anezho e kêr-Roma.

Binvioù liorzhañ

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kalz binvioù a zo evit sikour Yann Liorzhour : arbal, andouraer, ar bener, androc'herez-geot, arrastell, argarigell, arc'hrenner-treilhoù...

  • Rastell e bambou.
    Rastell e bambou.
  • Pigell
    Pigell
  • Rañv
    Rañv
  • Douraer e dir galvaniekaet.
    Douraer e dir galvaniekaet.
  • Bener.
    Bener.
  • Binvioù liorzhañ bihan : ur forc'h-bleunioù hag ul loa-liorzh.
    Binvioù liorzhañ bihan : ur forc'h-bleunioù hag ul loa-liorzh.

Liorzhourien vrudek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Sell ouzh ar pennadliorzhour.

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Liorzherezh&oldid=2129417 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp