Libia, (arabeg ليبياLībiyā,tamazigteg: ⵍⵉⴱⵢⴰ),Stad Libia ent-ofisiel, a zo ur Stad arab hagAfrikan, war vord arMor Kreizdouar.Tripoli eo ar gêr-benn. E-pad 42 vloaz e oa betMouammar Kadhafi e penn ar vro a-raok bezañ distroadet da heul un emsavadeg kaset war-raok gant ar C'huzul Broadel Dibad e 2011.
Stok eo ouzhAljeria haTunizia er c'hornôg, gantNiger haTchad er su haSoudan hagEgipt er reter. 1 759 540 kilometr karrez zo dindani, ar pezh a ra anezhi ar pevare bro vrasañ eus Afrika hag ar 17vet er bed. Istimañ a reer he foblañs etre 6 hag 8 milion annezad. Stank eo en arvor dreist-holl, rak ur gouelec'h eo diabarzh ar vro. Ar gêr-benn,Tripoli, zo ivez ar gêr vrasañ gant 1 682 000 annezad, dirakBenghazi (1 180 000 annezad) haMisrata (400 000 annezad).
Libiz o deus ursevenadur arab peurvuiañ hag anislamsunnit eo relijion vrasañ ar vro.PDG Libia zo unan eus ar re uhelañ enAfrika. Diazezet eo hec'h armerzh war ezporzhierezh aneoul-maen evit al lodenn vrasañ. Libia he deus an dekvet pourvezioù eoul-maen brasañ prouet er bed hag ar 17vet produadur brasañ trelosk[1]. Ezel eo eus arC'hevre arab, eusUnvaniezh ar Maghreb arab hag eus anOPEP.
Dont a ra hec'h anv eus ur meuriadberbered a oa anvetLibou, tremenet ehenc'hresianeg daLibyè. Lakaat a reer kemm etre rannvroioù anTripolitan,kirene hag arFezzan. Poblet gant Berbered en deroù e oa trevadennet enHenamzer gant arFenikianed, ha goude gant arC'hresianed, a-raok bezañ aloubet gant anImpalaeriezh roman. ErVIIvet kantved e oa aloubed gant an armeoù arab, a gasas o sevenadur hag o relijon gante. Goude bezañ bet dalc'het gant meur a rouantelezh e-pad arGrennamzer e tremenas dindan dalc'h anImpalaeriezh otoman erXVIvet kantved. Dont a reasRejañs Tripoli da vezañ ur Stad wirion a-raok dont en-dro dindan renerezh eeun an impalaeriezh otoman e1835.
An dachenn ziwezhañ e oa bet perc'hennet gant an Impalaeriezh otoman en Afrika. Aloubet e oa ha trevadennet gantRouantelezh Italia e1912, goude ar brezel gant an impalaeriezh otoman. E-pad anEil Brezel-bed e oa aloubet ha dalc'het Libia gant ar Gevredidi. E1951 e embannas e oa dizalc'h dindan stumm ur vonarkiezh renet gantIdris Iañ. Didronet e oa hemañ gant untaol-Stad eus an arme e1969. E-doug hogos 42 vloaz e oa renet Libia gantMouammar Kadhafi a cheñchas hec'h anv eJamahiriya arab libian bras.
E2011 e tarzhas un emsavadeg e Libia da-heul ul luskad enebadur savet er broioù arab. Treiñ a reas buan an emsavadeg en urbrezel diabarzh gwirion. Ne derme ket ar c'hostezennoù a-enep pe a-du gant Kadhafi da implijout armoù pounner forzh pegement,tankoù ha nijerezed emgann[2]. Ar27 a viz C'hwevrer2011 e oa savet urC'huzul Broadel dibad a embanne bezañ dileuriad nemetañ Republik Libia. D'an 19 a viz Meurzh2011 e kasas meur a vro eus ar C'hornôg ha broioù arab, renet gantBro-C'hall, arRouantelezh-Unanet hag arStadoù-Unanet, kirri-nij en oabl Libia gant aotre anABU, en anv gwarez ar boblañs sivil. E miz Gwengolo 2011 e oa ar pep brasañ eus ar vro dindan an aotrouniezh tremen, mes kêrioù zo evelBani Walid peSirt ne oant ket c'hoazh en o dalc'h. Anavezet eo bet ar C'huzul Broadel Tremen gant pevar-ugent Stad disheñvel a-benn neuze. Pa voe tapet al lec'hioù diwezhañ ha lazhet Kadhafi e voe embannet “dieubidigezh ar vro" gant ar C'huzul d'an 23 a viz Here 2011.
Pa voe disklêriet dizalc'hidigezh Libia e1951 e oa paour-raz. War al labour-douar e oa diazezet he armerzh dreist-holl. Dizoloet e voeeoul-maen adalek1958 avat ha cheñch a reas buhez al Libianed.
- ↑Annual Statistical Bulletin, (2004),"World proven crude oil reserves by country, 1980–2004",O.P.E.C.. Retrieved July 20, 2006.
- ↑"Kadhafi fait bombarder son peuple par les avions d’Alliot-Marie", pennad eus Agoravox d'ar 16 a viz Meurzh 2011