Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien

Eus Wikipedia
Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien
decree
A dalv evit tiriadBro-C'hall Kemmañ
Organizational divisionsclergy Kemmañ
Krouet gantBodadenn vonreizhañ vroadel Kemmañ
Deiziad embann24 Eos 1790 Kemmañ
Deiziad kregiñ12 Gou 1790 Kemmañ
EfedConstitutional Church,constitutional clergy,Refractory clergy Kemmañ
Work available at URLhttps://web.archive.org/web/20120427061511/http://www.assemblee-nationale.fr/histoire/eglise-etat/constitution-civile-clerge/page63.asp Kemmañ
Approved byLoeiz XVI Kemmañ
Pajenn meneger Wikimammennhttps://fr.wikisource.org/wiki/Livre:Constitution_civile_du_clerg%C3%A9_du_12_juillet_1790.djvu Kemmañ

AlLezenn evit lakaat ar gloer da vezañkeodedourien (Loi sur la constitution civile du clergé) votet d'an12 a viz Gouere1790 gant arVodadenn vonreizhañ broadel c'hall (Assemblée nationale constituante) a oa he fal lakaat ("constituer")kloerBro-C'hall da vezañ keodedourien evel ar re all, ha reiñ dezho ur statud lezennel.
N'eus ket kaoz eus urvonreizh bennak. Ur fazi bras a vez graet pa vez troet anv al lezenn gantBonreizh ar gloer pe souezhuzoc'hLezenn sivil ar veleien.
E galleg a-vremañ, anv al lezenn a vije marteze :Loi pour conférer un statut de citoyen aux membres du clergé.
Araok al lezenn-mañ, ar gloer a veze dindan beli lezennel diabarzh anIliz katolik roman ha difennet e oa outo dimeziñ, legadiñ o madoù d'o familh, ober o annez diouzh o grad hag e oalezioù-barn ispisial evito, anvet "officialités".

Al lezenn a roas da bep kloareg,eskob,beleg,manac'h, lean, leanez, argwirioù keodedel hag o doa gallet lezel o fostoù pe o strollegezhioù manatiel.
Anabatioù hag al leandioù a oa evit mont da get pa oa bet divizet araok gant ul lezenn votet d'an13 a viz C'hwevrer1790 e vije lakaet o madoù evel "Gladoù broadel" . Koulskoude e chome an eskoptioù hag arparrezioù renet gant eskibien ha beleien dilennet gant ar feizidi.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lezenn_evit_lakaat_ar_gloer_da_vezañ_keodedourien&oldid=2105781 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp