Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Levr Yoel

Eus Wikipedia

LevrYoel (Joel e troidigezhGwilh ar C'hoad, 1897) a gaver er Bibl Hebraek e lodenn ar Brofeded e-touez an Daouzek profed "bihan". Ul levr berr eo (pp 207-211 troidigezhAn Tour-Tan).

Setu penaos e kinnigJob Lec'hvien haPêr ar Gall al levr :

"Div lodenn a c'heller ober e levr Yoel :Da gentañ e tanevell ar profed ar reuz bras graet gant ar c'harveged a vefe marteze gwalennañ enebourien oc'h aloubiñ ar vro, evel ma veze graet dorifored eus enebourien all en hon amzer ; hag e c'halv Yoel e genvroiz d'ar binijenn, da fregañ o c'halonoù ha nann o dilhad ha da zistreiñ davet an Aotroù, rak — ha setu an eil lodenn — emañ Doue en e drugar o vont da argas an hanternoziad a wallgas ar vro ; adsevel a ray anezhi ha skuilhañ e Spered war bep den. Dont a ra Devezh an Aotroù, a welo kastiz an enebourien ha bleuñvidigezh Yehouda : an Aotroù en devo an trec'h. Ar pevare pennad, o tanevellañ ar varnadeg-veur e traoñiennYehoshafat, en deus un doare apokalipsek skeudennus-tre anavezet-mat dre an "Dies Irae" ergentaou en oferennoù an Anaon."[1]

Daveoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 3, p206
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Levr_Yoel&oldid=1692036 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp