Ullestr-spluj, pesplujerez, zo ullestr hag a c'hall splujañ ha dilec'hiañ e teir mentad, war-c'horre ha dindan an dour. Disheñvel eo evel-se diouzh ar bigi hag al listri all a chom war-c'horre an dour ha diouzh arbatiskafoù na zilec'hiont nemet a-serzh.
Ar pep brasañ eus al listri-spluj zo listri brezel. Al listri-spluj sivil a vez implijet dreist-holl evit an enklask emoroniezh hagindustriezh an eoul-maen. Implijet e vez listri-spluj a-wechoù entouristerezh pe an treuzdougen dre vor, met ral a wech[1].
Donder splujañ brasañ[2] ul lestr-spluj brezel zo un nebeud kantadoù a vetroù. Eus ur c'hant metr bennak e-pad anEil Brezel-bed ez eo tremenet da 300 pe 400 metr evit ar pep brasañ eus al listri-spluj a vremañ. Gouest eo al listri-spluj enklask moroniezh da ziskenn betek meur a viliad metr.
Listri-spluj an arme c'hall e Breizh a zo diazezet enEnez-Hir. Serret eo diazlec'hioùan Oriant haSant-Nazer, a oa bet savet e-pad anEil Brezel-bed gant an Alamaned.
↑Bro-Alamagn avat he deus implijet an treuzdougen dre listri-spluj evit pourvezioù strategel e-pad ar brezel
↑Ar soubadur brasañ erbedet eo. Kalz brasoc'h eo an donder splujañ flastradur ; evit a sell al listri-spluj brezel, an donder splujañ brasañ erbedet zo an 2/3 eus an donder ma vefe flastret.