Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Leonidas

Eus Wikipedia

Leonidas (henc'hresianeg:Λεωνίδας, "Mab leon", "Heñvel ouzh ul leon"), marvet d'an 19 a viz Gwengolo -480, a oa ur roue eusSparta, ar seitekvet eus lignez anAgiaded, un tiernac'h ag a ziskennfe ag an hanterzoueHerakles. Mab ar roue Anaxandridas II e oa, ha goude marv e lezvreurKleomenes Iañ e kemeras ar galloud e489 kent J.K. tra ma oa Leotychidas an eil roue. Eurediñ a reas merc'h Kleomenes,Gorgo.

Ur roll a bouez en doe e kerzh an eil brezel etre ar c'hresianed hag ar bersianed, e lec'h ma renas e wizion davet Emgann anTermopiloù e480 kent J.K. da zifenn an arroud a-enep al lejionoù persian divent. Leonidas hag e 300 kenvroad a stourmas start o lazhañ kantadoù a bersianed a-raok ma yeas an holl d'an Anaon. Daoust ma voe aet an trec'h gant ar bersianed, ar c'hresianed a deuas a benn o argasiñ ag ar vro e kerzh ar bloaz kentañ. A-c'houde e gurioù e teuas da vout un haroz brudet betek hon amzer.


Er sevenadur poblek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Filmoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Leonidas&oldid=2016623 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp