Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Leonardo DiCaprio

Eus Wikipedia
Leonardo Wilhelm DiCaprio
den
Rann eusMartin Scorsese and Leonardo DiCaprio Kemmañ
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLeonardo DiCaprio Kemmañ
Anv ganedigezhLeonardo Wilhelm DiCaprio Kemmañ
Anv-bihanLeonardo,Wilhelm Kemmañ
Anv-familhDiCaprio Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Du 1974 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLos Angeles Kemmañ
TadGeorge DiCaprio Kemmañ
MammIrmelin DiCaprio Kemmañ
KarAdam Farrar,Helene Indenbirken Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg,italianeg,alamaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Bet war ar studi eJohn Marshall High School,Los Angeles Center for Enriched Studies,UCLA Lab School,Young Actors Space Kemmañ
Lec'h annezLos Angeles,Battery Park City Kemmañ
Deroù ar prantad labour1989 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Demokratel Kemmañ
Relijion pe kredennRoman Catholic Kemmañ
Liv an daoulagadglas Kemmañ
Keveler er sport pe el labourMartin Scorsese Kemmañ
FilmadurezhLeonardo DiCaprio filmography Kemmañ
Ezel eusSAG-AFTRA Kemmañ
Rummad tostCategory:Films produced by Leonardo DiCaprio Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
Roll elfennoùlist of awards and nominations received by Leonardo DiCaprio Kemmañ
 
Leonardo DiCaprio e-pad festival Cannes 2019

Leonardo Wilhelm DiCaprio, ganet d'an11 a viz Du1974 eLos Angeles, zo un aktour, produer ha stourmer evit an en-drostadunanat. C'hoariet en deus bet rolloù a bep seurt, dreist-holl reoù doarefilm buhez hagistorel. E 2019, e filmoù o deus rastellet US$7,2 miliard dre ar bed-holl. Eizh gwech eo bet lakaet war listenn vloaziek an aktourien paeet ar muiañ pe erForbes Celebrity 100. Enoret eo bet alies, gant un Academy Award ha tri Golden Globe Awards.

Ganet eLos Angeles, DiCaprio a zo kroget da vezañ aktour en ur c'hoari e bruderezhioù er skinwel e fin ar bloavezhioù 1980. E penn kentañ ar bloavezhioù 1990 eo bet gwelet e meur a stirad skinwel, evel arsitcomParenthood. E gentañ roll pouezus a voe er filmThis Boy's Life (1993), ha burutellet mat e voe e roll a-eil evel den ampechet er filmWhat's Eating Gilbert Grape (1993) ; dre-se e voe lakaet e anv evit un Academy Award.

Dreistbrudet e voe dre ar bed holl gant ar film istorel, dram ha karantezTitanic (1997), hag a zo deuet da vezañ ar film en deus rastellet ar muiañ a arc'hant en istor betek-henn. Goude un nebeud filmoù hag a voe degemeret fall, DiCaprio a c'hoarias e daou film a reas berzh e 2002 : ar film buhezCatch Me If You Can hag ar film istorel-dramaGangs of New York. Ar wech kentañ e oa bet dezhañ labourat gant ar filmaozourMartin Scorsese.

DiCaprio a zo krouer an embregerezh produiñAppian Way Productions hag a brodu filmoù ha diellfilmoù evel an heuliadGreensburg (2008–2010). Krouet en deus bet ivez alLeonardo DiCaprio Foundation, un aozadur ar mat kefridiet gant deskiñ an dud a-fed diwall ouzh an endro. Alies e vez o harpañ obererezhioù aluzenus, produet en deus meur a ziellfilm war an endro. E 2005 e voe anvet da Commandeur de l'Ordre des Arts et des Lettres e Bro-C'hall evel den a arz. E 2016 e oa bet lakaet e anv evel unan eus ar100 galloudusañ er bed gant anTime Magazine.

Filmoù pennañ

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar stourmer

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

DiCaprio a vez graet eus outañ an den brudet o stourm ar muiañ evit an en-dro hag a-eneptommadur an hin(Daveoù a vank). Hervezañ eo dedennet gant kudennoù an natur abaoe e yaouankiz. Sellet en doa ouzh diellfilmoù war ar c'hoadeier o vont da get pe koll lec'hioù bevañ al loened. Embannet en deus bezañ agnostek hag e oa pouezusoc'h dezhañ ar stourm evit an natur eget arsperedelezh. Savet en deus alLeonardo DiCaprio Foundation e 1998, un diazezadur hag a stourm evit deskiñ an dud a-fed doujañ ouzh an en-dro ha stourm a-enep ar saotradur ha distruj ar blanedenn Zouar.

"Climate change is real, it is happening right now. It is the most urgent threat facing our entire species, and we need to work collectively together and stop procrastinating. We need to support leaders around the world who do not speak for the big polluters, but who speak for all of humanity, for the indigenous people of the world, for the billions and billions of underprivileged people out there who would be most affected by this. For our children's children, and for those people out there whose voices have been drowned out by the politics of greed."

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Leonardo_DiCaprio&oldid=2159528 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp