Mont a ra karregadoù volkanek d’ober urstankell naturel a zalc’h an dour el lenn. E krater ar menez-tan emañ al lenn. E goueled an dour ez eus gaz (CO2) hag a zeu er-maez eus armagma. Peurvuiañ e chom andioksidenn garbon-se e strad an dour. Met d’an 21 a viz Eost1986 e oa bet dislonket en un taol, pa oa bet reier o kouezhañ el lenn. Neuze e oa bet mesket an dour ha deuet e oa an dioksidenn garbon er-maez eus an dour. Meur a gant den a oa bet lazhet gant ar goumoulennad gaz tro-war-dro[1]. Ar wech kentañ eo e vefe bet mouget un niver ken bras-se a dud gant un anadenn fizikel naturel. 4000 den a rankas kuitaat o zi er vro tro-dro.