Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Leet speak

Eus Wikipedia

AlLeet speak (e leet speak :1337 5|*34|<), eus ar saozneg "elite speak" ("yezh ar re wellañ"), a zo ur skritur oc'h implij an arouezennoù alphanumerelASCII en un doare digomprenus evit an dud n'int ket boaziet (a-wechoù anvet noob (pe n00b) ganto) evit kaout un doare eskemm spesius. Ar priñsip a zo implij arouezennoù a seblant tost d'al lizherennoù boaz, da skouer, 5 e plas S, 7 e plas T hag evit an tu pellañ |_| e plas U pe |< e plas K, hep klask doujañ d'ar reizhskrivañ pe d'ar pennlizherennoù.

Ar yezh-mañ a vez implijet dreist holl gant arGeeked, anhackers pe arc'hoarierien.

Orin

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Al lizherenneg 1337 a zo ganet e fin arbloavezhioù 1980 war arBBSunderground, gant ur meskaj a gerioù teknikel e pellgomzerezh hag estlenneg.

Implijet eo bet er penn-kentañ gant an dud ampart (elite) evit mirout d'ar re all (lamer) da vont er fichennaouegoù kizidik diwar-benn ar morlaerezh pellgomz (phreaking) ha urzhiataerel (hacking,crack...)

Ouzhpenn da se ez zo diaesoc'h, e-pad ur gaozeadenn eus sujedoù kizidik, reperiñ ar gerioù : "Morlaer" a zeu da vezañ "|\/|0r143r" da skouer...

N'eus reolennoù reizhskrivañ resis ebet.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Leet_speak&oldid=1462554 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp