Ledringem enizelvroeg, anv ofisiel egalleg: Ledringhem, a zo ur gumun eusFlandrez Frañs (departamantNorzh), erWesthoek.
Krouet eo bet ar gêriadenn e mare arGelted kozh pegalian-roman . Orin an anv a vefe "ti" pe "bro" (hem) "Ledrae", hemañ o vout un tierngalian. E dibenn en XIXvet kantved e voe kavet un teñzor, ennañ 50 000 pezh aourgalian-roman (25 000 liv ruz gante, abalamour d'ar c'houevr stank enne, 25 000 liv melen dezhe).
Brezel-bed kentañ: tammoù obuzioù ha restadoù munisionoù a gaver c'hoazh en ur dreiñ an douar e parkeier Ledringem, pezh a ziskouez edo Ledringem war an talbenn.
Eil brezel-bed:
- Mae 1940:
- devet e voe milin Ledringem e-pad an emgannoù. Gant e benn e voe adkempennet an Drievenmeulen, milinSteenvoorde ;
- un emgann a voe e Ledringem d’ar25 ha d’an26 etre soudarded ag ur rejimantsaoz, ar5th Glosters (Gloucestershire Regiment), hag al Lualaman;
- 1944: un emgann a voe e Ledringem etre al Lubreizh-veuriat hag al Lualaman p'edo anAlamaned o kuitaat reterBro-C'hall evit mont davedBrusel. Merket eo mogerioù lod ag an tiez gant boledigoù mitrailhetennoù.
Tremen 50 (52 marteze) soudardsaoz eus ar C'hommonwealth a voe douaret er vered e miz Mae 1940, e-pad anEil brezel- bed. 10 anezhe a zo dianv. Bez unan anezhe ne c'hell ket bout lec'hiet ez resis[1].
[2]
Roll maered ar gumun |
Mare | Anv | Strollad | Karg |
---|
2000 | → bremañ | Christian Delassus | | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
- ↑ww2museums
- ↑Cassini hagEBSSA